Degemer mat war Formulenn Brezhoneg, ur blog nevez evit ar re a zo sot gant ar redadegoù kirri.

Keleier ar Formulenn 1 a vo kinniget war ar blog-mañ, berradurioù ar redadegoù hag an abadennoù-all, keleier diwar marc'had an treuzkasoù, ar vlenierien, ar skipailhoù h.a. h.a....

Spi em eus ho po plijadur o lenn ar blog-mañ ha marteze e c'hellfec'h reiñ un tamm skoazell !

04/10/2012

Hamilton da vMercedes, Schumacher war e leve !

Disklêriet a oa bet ar sizhun tremenet e vlenio Pérez gant McLaren-Mercedes e 2013, ar pezh a ziskoueze treuzkas Hamilton eus McLaren da vMercedes. E-pad ar memes deiz a oa bet lâret gant Hamilton ha Mercedes a oa bet sinet ur c'houmanant etrezo evit 3 bloaz, 2013, 2014 ha 2015.

"Ur red-vicher brav em eus bet gant McLaren" eme Hamilton "Sinet em eus ganto pa oan 13 bloaz ha setu ur veaj a bade pell. A-benn ar fin em eus bet daou ginnig war an daol a oa heñvel ouzh egile, met unan eus ar re-se a oa dedennusoc'h evidon. N'eo nemet un dae. Gallout a rajen chom e-barzh ar c'harr dispar a zo din, hag evit hini em eus labourat kalet-tre gant ar skipailh. Dibabet em eus ur c'harr ne oa ket ken displeget ha c'hoant em eus reiñ un tamm skoazell."

Ha diwar-benn McLaren :  "Ne oa ket aes peogwir eo ma ziegezh. Ur plas ispisial en do McLaren atav e-barzh ma c'halon. Ron Dennis a grede ennon ha se a anavezan gant plijadur. A-dreñv Ron avat a oa Mercedes [...]. Atav e oan e-barzh tiegezh Mercedes ha bremañ on ennañ da vat."

Mont kuit a ra Hamilton eus McLaren goude 20 trec'h, 24 plas pol ha 48 podium ganto, o tont da vezañ kampion bed e 2008, e-pad e eil vloavezh nemetken. Evel just, ar fed-se a laka unan eus ar vlenierien Mercedes da vont kuit dre red. Chom a raio Nico Rosberg o vleniañ e kichen e mignon karting un nebeud bloavezhioù war-lec'h ha setu a ya Michael Schumacher war e leve.



Un tammig iskis gwelout Schumacher mont war e leve un eil wech dre red, evel pa oa o redek gant Ferrari e 2006. Soñjit 'peus a oa bet sinet Kimi Räikkönen gant Luca di Montezemolo hep lavarout da Jean Todt a oa o ren ar Scuderia d'ar mare-se, ar pezh a lezele Felipe Massa dirod. Aet skuizh gant ar Prizioù Bras a lezele Schumacher e rod d'ar blenier Brazilian evit mont ar e leve kentañ. Siwazh evitañ e oa dedennet c'hoazh gant ar redadegoù ha goude esaeoù moto e teue ar chañs da erlec'hiañ Massa gloazet e 2009. Met gloazet a oa bet ivez Schumacher un tammig war e voto ha n'en deus ket gallet mont en dro d'ar Prizioù Bras. Hag a daol-trumm eo deuet kinnig Mercedes. Evit ur blenier 7 gwech kampion ped, gant 91 trec'h, 68 plas pol, 76 tro wellañ, 154 podium ne oa ket brav-brav e zri bloavezh gant ar saver-kirri Alaman. Graet en deus nemet ur wech amzer gwellañ un abadenn ditriñ, ha ne oa ket ar plas pol peogwir a oa bet kastizet 5 plas war ar gael abalamour d'ur gwallzarvoud a oa e faot dezhañ. Ouzhpennet en doa ivez un dro wellañ hag ur podium.

Mont a ra Schumacher war e leve peogwir en doa gortozed re bell evit ober e soñj war ur goulenn eeun : kenderc'hel pe get ? Daoust ma oa bet kinniget ur c'houmanant nevez e miz Mae en doa divizet Schumacher kemer e amzer ha gortoz miz Here. Setu eo graet e ziviz, met hep dezhañ.





Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.