Degemer mat war Formulenn Brezhoneg, ur blog nevez evit ar re a zo sot gant ar redadegoù kirri.

Keleier ar Formulenn 1 a vo kinniget war ar blog-mañ, berradurioù ar redadegoù hag an abadennoù-all, keleier diwar marc'had an treuzkasoù, ar vlenierien, ar skipailhoù h.a. h.a....

Spi em eus ho po plijadur o lenn ar blog-mañ ha marteze e c'hellfec'h reiñ un tamm skoazell !

18/03/2013

Aostralia 2013 : Trec'hour Räikkönen

Ne gontin ket deoc'h pep tra diwar-benn ar redadeg, met kentoc'h traoù dedennus en ar Priz Bras, traoù pouezus evit ar Prizioù Bras da heul. Ma fell deoc'h kaout kement disoc'h a zo er redadeg e c'hellit mont d'al lec'hienn-se e lec'h ma vo kavet pep tra (digarezit, e galleg eo).

Neuze, petra deskiñ eus redadeg kentañ ar bloaz ?

Evel warlene, ar pezh a raio an diforc'h a vo implij ar bandennoù-rod Pirelli, a zo deuet da vezañ diaes-tre da gompren. Unan eus ar seurtoù bandenn-rod a zo ken blot ne bad ket un dro. Evel gant pep bandenn-rod Pirelli a zo kevezus-tre re bPirelli met ne badont ket pell ha diskar a reont buan.

Red Bull en deus dibabet labourat kentoc'h war an abadenn ditriñ, evel ar bloavezhioù a-raok met bremañ ne yelo ket en-dro ken efedus hag e 2010, 2011 ha 2013 marteze, ken pouezus a c'hell bezañ implij ar bandennoù-rod, hag ar RB9 a lonk e vandennoù-rod kalz, muioc'h eget Ferrari ha Lotus. Digomprenapl eo kudennoù Webber a zo bet lakaet war sistem elektronek McLaren (an ECU) hep menegiñ an holl gudennoù KERS en deus bet ar blenier aostralian pa yae karr Vettel en-dro dispar. Ur redadeg mat en deus graet Vettel met kollet en deus plasoù, ar pezh zo bet displeget dre ar bandennoù-rod a zo fall-tre, hervez Christian Horner, oc'h ankounac'haat eo ar memes bandennoù-rod evit an holl.

Ferrari a zo gwelloc'h eget warlene, se zo splann. Buanoc'h eo ar c'harr, ha bepred ken fiziapl, ha memes ma n'eo ket dres an dra-se evit an abadenn-ditriñ n'int ket re bell memestra ha gallout a reont diskenn aesoc'h war-zu penn ar redadeg. Mat-tre a oa Alonso evel boaz ha Massa zo distroet en e live wellañ.

Lotus a zo gwelloc'h c'hoazh eget warlene, dreist-holl oc'h implijout ar bandennoù-rod, ar pezh a zo mat. Ret eo da c'hGrosjean adkavout fiziañs ennañ peogwir eo ur blenier mat hag ur redadeg evel-se ne oa ket mat.

Mercedes en deus tamm pe damm ar memes kudennoù ha Red Bull met divizet o deus labourat warno e-lec'h tamall Pirelli ha berzh a raio din-me. Efedus eo ar c'harr memestra, efedus ar vlenierien, chom a ra ar fiziout da labourat warni.

McLaren a zo kollet penn-da-benn, betek ur poent e-lec'h ma soñjont lakaat karr warlene da redek adarre.

Williams a zo en ur stad falloc'h eget warlene.

Ar souezhadennoù a zo gant Force India ha Toro Rosso. Sutil ha di Resta o deus graet ur Priz Bras mat-tre en Aostralia, di Resta e-pad an abadenn ditriñ, o vezañ T3 (Q3 e saozneg flour) daoust ma oa diaesoc'h ar redadeg. Sutil a zo bet e penn ar redadeg e-pad pell a-raok bezañ ret dezhañ lakaat ar super-gwakoù. Ul labour mat a zo bet graet ha war a seblant e vo mat-tre bloavezh Force India.

N'eo ket ken kevezus Toro Rosso met traoù mat a zo. Gwelloc'h eo Vergne e-pad an abadenn ditriñ ha gallout a ra ober muioc'h er redadegoù. Tost a oa ouzh ar poentoù, ha buan a oa (an eil tro wellañ a zo dezhañ).

E foñs ar gael a zo gwelloc'h Marussia eget Caterham, ar pezh a oa gortozet. Ar souezhadenn a zo Bianchi a zo mat-tre hag en deus trec'het e genskipailher en un doare splann. Graet en deus memes un dro wellañ tost ken buan hag hini Vettel. Pic a zo bet efedusoc'h eget Van der Garde ivez.



Ar pezh a chom din a zo kinnig roll loreidi an dibenn-sizhun hag pennoù ar c'hevezadegoù.

Trec'h : Kimi Räikkönen
dirak : Fernando Alonso ha Sebastian Vettel.

Plas pol : Sebastian Vettel.

Tro wellañ : Kimi Räikkönen.

Kevezadeg ar vlenierien : Kimi Räikkönen

Kevezadeg ar saverien :  Ferrari

Ar Priz Bras o tont a zo hini Malaysia da nav eur disul.


Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

14/03/2013

[Bloavezh 2013] Ferrari

SCUDERIA FERRARI

Piv a grede e vije echuet bloavezh Ferrari gant eil plas ar gevezadeg warlene e-pad an esaeoù ? Koulskoude eo disoc'h ar skipailh italianat goude ur bloavezh o labourat start sikouret gant Fernando Alonso a zo bet remerket e gasadenn evel morse. Daou gudenn en doa Ferrari etre 2009 ha 2011. Re virour a oa he ijinourien ha kudennoù zo bet gant he drevezer ne roe ket ar memes disoc'hoù hag e gwirionez. Ar gudenn gentañ zo bet reizhet warlene gant ur c'harr kalonus ha ne oa ket kevezus tamm ebet avat siwazh. Met ul labour spontus zo bet graet warnañ evit sikour Alonso en doa bleniet en e live uhelañ hag a oa e penn ar gevezadeg e kreiz an hañv. Siwazh, an eil kudenn ha daou zilez war gwallzarvoud a lakaas chañsoù Alonso da vezañ kampion da vont da get.

Met ar bloaz-mañ e vo un afer-all. Seblant a ra kevezus ar c'harr ha sikouret e vo Alonso gant Massa en deus adkavout fiziañs ennañ ha spi bras o deus Luca di Montezemolo ha Stefano Dominicali da stourm mat evit an daou gevezadeg.

Gallout a rit heuliañ Ferrari war twitter aze : @InsideFerrari

AR C'HARR

F138 gant Ferrari 056, KERS

Emdroadur karr warlene eo ar F138, ur c'harr a oa diaes da gompren da gentañ, met gant ur c'halloudezh vras. Miret eo bet an doare tirenn da sevel ar c'hiber ha bihanaet eo bet ar pontonoù. Dindan ar fri ez eus bet kuzhet un tunnel evit lakaat an aer da ziskregiñ dindan ar c'harr, un dra a ra vat dezhañ. Ijinet eo bet ar c'harr dre zrevezer Toyota hag a zo unan eus ar wellañ, ha seblant a ra mat an dataoù etre ar riboul hag an urzhiataer.


HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 1950.
851 PB.
219 trec'h, 207 plas pol, 668 podiom, 227 tro wellañ.
16 titl ar saverien (1961, 1964, 1975, 1976, 1977, 1979, 1982, 1983, 1999, 2000, 2001, 2002, 2003, 2004, 2007, 2008)
15 titl ar vlenierien (1952, 1953, 1956, 1958, 1961, 1964, 1975, 1977, 1979, 2000, 2001, 2002, 2003, 2004, 2007)

AR VLENIERIEN

3 FERNANDO ALONSO
Spagn, bet ganet d'an 29 a viz Gouere 1981.

Marteze ar blenier gwellañ a red e Formulenn 1, daoust ma n'en deus ket kemment a ditl a zo da Vettel. E vloavezh 2012 a zo bet gourc'hemennet gant an holl ha gwir eo e ranke kaout ur galon vras meurbet evit ober ar pezh a zo bet graet gantañ. Ul labour spontus a zo bet warnañ abaoe e ditloù e 2005 ha 2006 ha bremañ eo ur penn-skipailh eus ar re wellañ, a oar penaos lakaat an dud da labourat evit ur pal : an titl. Goude daou zegouezh manket gant Ferrari en deus c'hoant moarvat gounit ar bloaz-mañ evel biskoazh n'en doa c'hoant.

197 PB.
KAMPION BED (2005, 2006)
30 trec'h, 22 plas pol, 86 podiom, 19 tro wellañ.
1364 poent.
Kroget gant ar F1 e 2001.
Minardi (2001)
Renault (2003-2006)
McLaren (2007)
Renault (2008-2009)
Ferrari (2010-2012)
_______________________________________________
Poentoù mat : Ur blenier mat-kenañ e pep danvez, penn skipailh-kenañ. Bevañ a ra e skipailh.

Poentoù fall : penn-kalet, kollet daou ditl gant Ferrari
_______________________________________________

DIN-ME : Amañ e vo, evel pep bloavezh. Un trede titl a vefe mat peogwir a dalv se e dalant.

4 FELIPE MASSA
Brazil, bet ganet d'ar 25 a viz Ebrel 1981.

 An hini en deus tost gounezet titl 2008 a zeu eus pell. E neblec'h e oa goude e wallzarvoud e 2009, trec'het spontus gant Alonso, e kreiz ar gael e 2012. Met e fin ar bloavezh en deus graet berzh adarre ha meritout a ra e gador e 2013. Petra 'vo graet neuze ? Kudennoù adarre pe trec'hiñ adarre ?

172 PB
11 trec'h, 15 plas pol, 35 podiom, 14 tro wellañ.
704 poent.
Kroget gant ar F1 e 2002.
Sauber (2002)
Sauber (2004-2005)
Ferrari (2006-2012)

________________________________________________
Poentoù mat : Buan, speredek, fiziañs ennañ en-dro.

Poentoù fall : Gwan e spered. Alonso en e gichen.
________________________________________________

DIN-ME : Ma c'hall bezañ Massa hini 2008 a c'hall ober berzh er bloaz-mañ, hep bezañ ken mat hag Alonso sur a-walc'h. Met dija vo brav.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH FERRARI

An holl traoù zo prientet evit gwelout Ferrari gounit, nemet ma vije faziet c'hoazh ar skipailh gant dataoù an urzhiataer. Met gwir, ur bloavezh ouzhpenn gant un titl kollet a raje droug d'an darempred etre Alonso hag e skipailh.

Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

[Bloavezh 2013] McLaren-Mercedes

MCLAREN

Ur skipailh gozh-Noe eo honnezh, krouet e-pas ar bloavezhioù 1960 gant Bruce McLaren, ur blenier dreist eus Zeland-Nevez. Abaoe ar bloavezhioù-se a rad McLaren dibaouez, o c'hounit hag o c'hounit, gant ar vlenierien gwellañ, un tammig evel Ferrari, met e Bro-Saoz. P'emaon ganti e rankan kinnig ivez paravi kozh Ferrari ha McLaren en deus roet deomp ar stourmoù kaletañ ha gwellañ e Formulenn 1. Koulskoude n'eo ket ken er memes stad ar bloaz-mañ ha warlene. Kollet ganti Lewis Hamilton, unan eus ar vlenierien gwellañ er bed, kollet vo ivez Paddy Lowe, e rener teknikel, ar pezh n'eo ket dispar a-raok ar cheñchamant bras a zeuio e 2014. Eget ar bloavezhioù a-raok a oa ganti unan eus ar c'hirri gwellañ, met kollet ez eus bet kalz gant fazioù denel, strategiezhigoù null ha kudennoù er standoù.

Ar bloaz-mañ a zegemer ar skipailh ur banne gwad latin gant Sergio Pérez, ar spi mec'hikan, deuet eus Sauber e-lec'h ma en doa graet berzh warlene. Skoazellet e vo gant Jenson Button, a chom er skipailh (hag a zo laouenn-tre da vezañ an dave, memes ma oa bet graer berzh gantañ ouzh Hamilton) hag a glasko kas ar skipailh war-raok. Etre daou hent emañ McLaren, gant fin he istor gant Hamilton, fin ar sponsoriezh gant Vodafone, ha marteze fin he c'henskoazell gant Mercedes peogwir ne blij ket da Daimler-Benz (ti-mamm Mercedes) ar bolitikerezh GT graet gant McLaren. Evit erlec'hiañ Mercedes e komzer eus Honda, a lakaje da vevañ endro ar genskoazell mojennel etre an daou saver-kirri.

Gallout a rit heuliañ anezhi dre he c'hont twitter : @TheFifthDriver

AR C'HARR

MP4-28 gant Mercedes-Benz FO108X, KERS.

Marteze a c'harr gant ar muiañ diforc'hañ ma c'heñverit ouzh hini warlene. Cheñchet eo bet a fri, ar pontonoù, an askelloù.... Jenson Button a lâre a oa un dra vat peogwir e c'helle kaout muioc'h a frankiz evit kavout e grizerez met kollet eo bet kalz amzer evit gwir o klask ar c'hrizerezioù mat, ha o klask fiziaplaat anezhañ. Marteze avat e vo kevezusoc'h ar c'harr peogwir ez eus bet un emdroadur brasoc'h eget hini ar re-all met kollet e vo amzer evit 2014 memestra.

HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 1966
723 PB.
182 trec'h, 155 plas pol, 483 podiom, 152 dro-wellañ.
8 titl ar saverien (1974, 1984, 1985, 1988, 1989, 1990, 1991, 1998)
12 titl ar vlenierien (1974, 1976, 1984, 1985, 1986, 1988, 1989, 1990, 1991, 1998, 1999, 2008)

AR VLENIERIEN

5 JENSON BUTTON
Bro-Saoz, bet ganet d'an 19 a viz Genver 1980.

Echu gant pouez Hamilton e McLaren, dleout a ra Button bezañ laouenn. Evit gwir din-me, ne cheñch ket kalz traoù. Pa oa deuet Button da vMcLaren e 2010 goude bezañ gounezet an titl gantañ gant Brawn o doa lavaret an dud a oa foll Button, peogwir e vije lonket gant Hamilton. Met n'eo ket ar pezh a zo c'hoarvezet. Gounezet en deus Button e ditl evit gwir o vezañ ken kevezus hag Hamilton (hag a-wezhioù kevesusoc'h [2011 da skouer]) e-pad tri vloaz. Bremañ e penn ar skipailh peogwir n'hall ket Pérez kemer ar plas-mañ ha gallout a ra kaout un tammig muioc'h a levezon, met evit gwir en doa dija ul levezon bras war an ijinourien.

228 PB
KAMPION BED (2009)
15 trec'h, 8 plas pol, 49 podiom, 8 tro wellañ.
999 foent.
Kroget gant ar F1 e 2000.
Williams (2000)
Benetton (2001)
Renault (2002)
BAR (2003-2005)
Honda (2006-2008)
Brawn (2009)
McLaren (2010-2012)
_______________________________________
Poentoù mat : Speredek, mirout a ra e vandennoù-rod, Woking (uzin McLaren) evitañ e unan.

Poentoù fall : N'eo ken buan hag Hamilton. Rankout a ra labourat kalz.
_______________________________________

DIN-ME : e vo evel ar bloavezhioù-all gant Button. Gallout a raio ober berzh pa c'hello met ne raio netra ma ne vije ket mat ar c'harr.

6 SERGIO PÉREZ
Mec'hiko, bet ganet d'ar 26 a viz Genver 1990.

Ret eo kaout un tammig disfiz ouzh Pérez. Ya eo ur blenier mat-tre, buan, a oa mirout e vandennoù-rod, met ivez ur blenier a c'hall bezañ fall-tre a-wezhioù. Poent ebet ne oa merket gantañ goude diskleriadenn McLaren e vlenio ganto e 2013. Ur penn bras en deus, ha ober a raio droug outañ. Koulskoude on sur e c'hell deskiñ gant Button ha Woking evel en deus desket Hamilton ganto.

37 PB.
3 fodiom, 1 dro wellañ.
80 poent.
 Kroget gant ar F1 e 2011.
Sauber (2011-2012)
________________________________________
 Poentoù mat : Gouzout a ra bleniañ, gallout a ra deskiñ. En em zibab a ra gant e vandennoù-rod.

Poentoù fall : Penn re vras.
________________________________________

DIN-ME : diaes e vo 2013 evitañ met deskiñ a raio.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH MCLAREN

Ur bloavezh etre a vo 2013 din-me, evel 2014 ma teuio Honda da skoazell McLaren e 2015. Gounezet vo redadegoù gant an daou vlenier d'am soñj, met arabat soñjal en titl.

Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

11/03/2013

[Bloavezh 2013] Lotus-Renault

LOTUS F1 TEAM

Peseurt istor kinnig gant ar skipailh-mañ ? Hini Team Lotus, a zo ur skipailh F1 kozh he deus gounezet meur a ditl dre soñjoù dreist an ijinour Colin Chapman ? Hini Enstone, an uzin savet gant Benetton, gwerzhet da Renault e 2000 evit adsevel skipailh ar saver-kirri e F1, adwerzhet e 2010 da GENII Capital, ur c'hevala postadur eus Luksembourg, evit kenderc'hel gant an anv Renault evel ur sponsor. Un emglev-all zo bet sinet etre GENII ha Lotus Cars, ar saver-kirri krouet gant Colin Chapman evit souten ar skipailh F1, evit bezañ sponsor skipailh Entsone, en ur reiñ he anv. Ret eo menegiñ ivez klask Tony Fernandes evit adsevel Lotus e 2010 gant sikour Lotus Cars da gentañ a-raok bezañ dilezelet gant Lotus Cars.

Mareoù diaes en deus bet ar skipailh abaoe 2009, gant dilezel Renault dre afer ar c'hCrashgate (bet en deus Piquet jr ur gwallzarvoud e Singapour evit lakaat Alonso da vont uheloc'h er gael, ar pezh a zo echuet gant trec'h Alonso), gwallzarvoud he blenier kentañ Robert Kubica e ralli e 2011 ha he c'hudennoù gant ar c'harr ar memes bloavezh ha ne oant ket sikouret gant ar vlenierien Heidfeld, Petrov ha Senna. Warlene eo bet kalz gwelloc'h an traoù gant Kimi Räikkönen ha Romain Grosjean (daoust ma'z eus traoù da rebechiñ dezhañ) ha gounezet eo bet un trec'h en Abou Dhabi, goude ur bloavezh o vezañ ken kevezus eget Red Bull, Ferrari ha McLaren, ha kevezusoc'h eget Mercedes. Ar-bloaz-mañ e vo klasket pignat uheloc'h ha sikour Räikkönen da c'hounit e eil titl e Formulenn 1, ar pezh a zo posupl peogwir e seblant kevezus ar c'harr.

Gallout ar rit heuliañ Lotus war twitter dre : @Lotus_F1Team

AR C'HARR

E21 gant Renault RS27, KERS.

Ma, evel ur bern kirri-all, n'eo ket gant ur sell e c'heller sellout an diforc'hioù etre an E20 hag an E21. Evit gwir, memes gant selloù-all e c'heller krediñ ez eo ar memes karr. Koulskoude ez eus un nebeud traoù ar c'hellfe lavarout deomp arouezigoù diwar-benn hentoù heuliet gant James Allison, rener teknikel ar skipailh. An divskouarn tro-dro ar c'hrog aer a zo moarvat un klask evit an DRS gouzañv. Koulskoude eo buan ar c'harr, evel hini warlene ma n'eo ket buanoc'h, ha reizhet eo bet un nebeut traoù a zo bet kavet diaes warlene, ar pezh ar ra vat d'ar skipailh.

HE DISOC'HOÙ

Kinniget eo bet aze istor Team Lotus evit ar stadegoù, dre ma zo anvet ar skipailh diwar Lotus Cars, ar saver-kirri deuet eus Team Lotus.
Krouidigezh : 1958 [1958-1994] [2010-2011][2012]
549 PB.
80 trec'h. 107 plas pol. 182 podiom. 74 tro wellañ.
7 titl ar saverien (1963, 1965, 1968, 1970, 1972, 1973, 1978)
6 titl ar vlenierien (1963, 1965, 1968, 1970, 1972, 1978)

AR VLENIERIEN

7 KIMI RÄIKKÖNEN
Finland, bet ganet d'ar 17 a viz Here 1979.

Un istrogell eo hennezh evit tud zo. Ur blenier dreist evit lod-all. N'haller ket chom diseblant gant Kimi Räikkönen. Anavezet ken mat evit e zoare-vleniañ hag e  evezhiadennoù-skingomz ("I know what I am doing, just leave me alone !"), en doa graet ar blenier finlandat ur distro eus ar wellañ warlene, goude daou vloaz e WRC. Hennezh en deus kollet daou ditl (2003 ouzh Schumacher, 2005 ouzh Alonso) abalamour d'e skipailh (kudennoù keflusker dreist-holl) hag en doa gounezet unan e 2007 o vezañ trede eus ar gevezadeg tri redadeg a-raok ar fin. Bremañ en deus c'hoant da c'hounit unan-all, ha da c'hounit redadegoù c'hoazh gant Lotus. Deuet eo en-dro gant ar youl a vanke dezhañ marteze gant Ferrari, ha se a ra vat !

176 PB.
KAMPION BED (2007)
19 trec'h, 16 plas pol, 69 podiom, 37 tro wellañ.
786 poent.
Kroget gant ar F1 e 2001.
Sauber (2001)
McLaren (2002-2006)
Ferrari (2007-2009)
Lotus (2012)

_________________________________
Poentoù mat : Buan, skiant-prenet, ne dremen ket e amzer da brederiañ war un dremen. Netra ne dizh anezhañ.

Poentoù fall : Kalet gant ar kirri. C'hoant en deus ur c'harr evel ma en deus c'hoant. A wezhioù "diva" un tammig. Ne selaou den ebet war-bouez anezhañ. Netra ne dizh anezhañ.
__________________________________

DIN-ME : Evel warlene a lakaio Räikkönen ar skipailh da vont war-raok, en ur gounit redadegoù, ha marteze en ur stourm evit an titl. Arabat ankouaat Iceman (e lesanv) ar bloaz-mañ.

8 ROMAIN GROSJEAN
Bro-C'hall, bet ganet d'ar 17 a viz Ebrel 1986

Diaes eo kaout un ali sioul diwar-benn Grosjean. Gwir eo en doa graet ur bern fazioù warlene. Met gwir eo e oa fazioù ne c'helle ket chom hep ober. Da skouer e wallzarvoud e Monako, ne oa netra d'ober etre Alonso ha Schumacher. Pe e Suzuka e oa posupl met diaes tre chom hep skeiñ ouzh Webber. Goude e gastiz en Italia a oa Grosjean evel ur spes, goustad-tre hag aonik. N'eo ket ar gwir Grosjean. Ar gwir Grosjean a zo hini Bahrein, Breizh-Veur, Kanada dreist-holl. Graet en doa ul labour warnañ e-pad ar goañv ha spi am eus e vo efedus, peogwir hennezh a c'hellfe bezañ eus gouenn ar gampioned.

26 PB.
3 podiom, 1 dro wellañ.
96 poent.
Kroget gant ar F1 e 2009.
Renault (2009)
Lotus (2012).

___________________________
Poentoù-mat : buan, gouzout a ra ren ur redadeg. An traoù teknikel a blij dezhañ, ha gouzout a ra komz gant un ijinour.

Poentoù fall : C'hoant en deus ober re vat a-wezhioù. Kudennoù GP2 : ar redadegoù ne badont ket 3 zro. Aonik abaoe e gastiz. Chañs diwezhañ.
____________________________

DIN-ME : Pebezh moc'herezh a oa Grosjean warlene ! Met pebezh spi eo hennezh. Ma en doa labouret warnañ ar goañv-mañ evel en deus lâret e vo kalz gwelloc'h an traoù.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH LOTUS

Ur skipailh eus ar re gentañ eo honnezh ha seblant a ra he c'harr buan ha kevezus. Din-me eo ret kontañ warni ha war Räikkönen evit an titl ar bloaz-mañ.

Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

10/03/2013

[Bloavezh 2013] Mercedes

MERCEDES AMG

Piv en dije soñjet e fin 2009 e vije aet Mercedes d'ur stad ken fall tri vloaz war-lerc'h, pa oa adprenet ganti Brawn GP he doa gouenezet an daou ditl d'ar mare-se. Gant pomp a oa bet diskleriet diviz Mercedes da zistreiñ e F1 gant he skipailh, gant Nico Rosberg ha dreist-holl ar seizh gwezh kampion Michael Schumacher, goude e leve kentañ abaoe 2006. Tri bloaz war-lerc'h n'eo ket gwall vat an disoc'hoù. Un trec'h nemetken gant Nico Rosberg warlene. Netra a-raok. Koulskoude e c'hellomp lavarout a yae falloc'h ar bloaz-mañ peogwir eo bet tremenet Mercedes gant Lotus er gevezadeg. Kerse a oa disto Michael Schumacher, met n'eo ket e faot penn-da-benn. Evel just ne oa ket ken kevezus hag a-raok e-pad an daou vloaz kentañ met tamm ha tamm a yae buanoc'h eget Rosberg. Din-me e vije bet trec'het Rosberg gantañ ma ne vije ket bet e gudennoù. Meur a wezh en doa bet kudennoù gant e garr hag a-wezhioù en doa bet gwallzarvoudoù ne oant ket en e abeg. Ha memes pa en doa graet an amzer wellañ e-pad un abadenn ditriñ (Monako) n'en doa ket bet ar plas pol en abeg d'ur c'hastiz (a oa marteze dister).

Neuze eo bet dibabet evit ar bloaz-mañ cheñch meur a dra evit mont war-raok. Niki Lauda a zo deuet da vezañ penn dioberiant (sañset) Mercedes pa ya Norbert Haug, rener istorel Mercedes Motorsports war e leve (un doare sioul da skarzhañ kuit un den). Aet e Mercedes da gerc'hat Toto Wolff, kevranner Williams, da zont da vezañ rener ha kevranner Mercedes AMG. Memes Ross Brawn, ar rener teknikel, a vo pellaat moarvat, peogwir a yelo Paddy Lowe kuit eus McLaren da vMercedes. Evit ar vlenierien n'eo ket bet cheñchet pep tra peogwir a chom Nico Rosberg, met Lewis Hamilton a erlec'h Schumacher, ar pezh a zo un taol vat gant Mercedes ouzh McLaren a zo deuet tamm-pe-damm (en doare kuzhet, met anat) he enebour. Pal Mercedes eo adkavout he flas gwir e-kreiz ar skipailhoù gwellañ (dirak an holl a gredan eo o soñj), dindan lagad amgredig Dieter Zetsche, pennrener Mercedes-Benz, a zo prest da werzhañ ar skipailh goude ur vloaz fall ouzhpenn (pe da adanviñ anezhi AMG evit kuzhat Mercedes un tammig).

Gallout a rit heuliañ Mercedes war twitter aze : @MercedesAMGF1

AR C'HARR

W04 gant Mercedes-Benz F0108X gant KERS

 Ma, evit ar sell kentañ n'eo ket gwall zisheñvel karr nevez Mercedes ouzh hini warlene. Damguzhet eo bet ar fri tamm-pe-damm, askelligoù a zo bet ouzhpennet war ar pontoù. Koulskoude ez eus bet moarvat ul labour ouzhpenn peogwir e seblant kevesusoc'h ar c'harr ar vloaz-mañ. Emichañs eo bet reizhet kudennoù warlene e-keñver tommañ ar bandennoù-rod met marteze eo ur c'harr a c'hellfe sikour Hamilton da drec'hiñ ar vloaz-mañ.

Daoust ma zo Ross Braw ar rener pennañ eo bet sinet ar W04 gant un toullad ijinourien e-touesk Bob Bell (ez-Renault), Aldo Costa (ez-Ferrari). Aet eo Loïc Bigeois da Ferrari.

HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 1954 [1954-1955][2010-2012]
70 Priz Bras
10 trec'h, 9 plas pol,  23 podium, 12 tro wellañ
2 ditl ar vlenierien (1954, 1955).

AR VLENIERIEN

9 NICO ROSBERG
Alamagn, bet ganet d'ar 27 a viz Even 1985.

Spi peurbad a c'hallfe bezañ e eil anv. Kampion 2005 e GP2 eo aet d'ar F1 gant Williams e 2006. Abaoe ar mare-se eo diskouezet hennezh evel kampion an dazont, met daoust hag-eñ gwir ? Tremenet en deus pevar bloaz gant Williams o trec'hiñ e genskipailherien gwir eo (met ar re-se a oa Mark Webber, Alexander Wurz stumm kozh ha Kazuki Nakajima, n'int ket Fernando Alonso, Sebastian Vettel pe Lewis Hamilton, setu...) hag o vank un degouezh da vont da vMcLaren. Aet da vMercedes ha gwir eo en deus trec'het Michael Schumacher (distroet goude 3 vloaz hep kevezadeg) met tamm ha tamm e yae Schumacher buanoc'h egetañ. Ur gwir arnodenn e vo gant Lewis Hamilton. Dezhañ-eñ da brouiñ d'an holl dud a dalv gwelloc'h eget un trec'h nemetken.

128 PB
1 trec'h, 1 plas pol, 7 podium, 4 zro wellañ.
399 poent.
Kroget gant ar F1 e 2006.
Williams (2006-2009)
Mercedes (2010-2012).

______________________________________
Poentoù mat : Kevezus ha buan. Ren a ra mat e redadegoù. Gouzout a ra tremen. Skiant-prenet.

Poentoù fall : Petra a raio gant Hamilton war e lerc'h ? Buan ya, met kampion ?
______________________________________

DIN-ME : Ret eo dezhañ diskouez muioc'h ar vloaz-mañ peogwir gant Hamilton, a oar lakaat ur skipailh en e c'hodell, ne vo ket ken aes ha gant Schumacher en doa c'hoant nemet kaout plijadur. Gallout a ra diskouez traoù mat din-me, met n'emañ er memes live hag Hamilton.

10 LEWIS HAMILTON
Bro-Saoz, bet ganet d'ar 7 a viz Genver 1985

Hennezh eo ur blenier eus ar re wellañ. Marteze an eil hini gwellañ a-dreñv Alonso. A-du-all eo heñvel-tre an daou vlenier-se ouzh an eil d'egile. Ha pebezh dae ! Kresket en deus e McLaren abaoe e 12 vloaz ha bremañ en deus divizet hag-eñ e c'hell gounit en ul lec'h-all, hag-eñ eo gouest da sevel ur skipailh war e dro evel Schumacher gant Ferrari e 1996. Din-me eo un dra vat diviz Hamilton, evitañ hag evit Mercedes. Marteze ne vo ket splann er bloavezh kentañ met kas a raio Hamilton Mercedes war-raok gant e nerzh ha se zo mat. Diwallit e 2014 !

110 PB
KAMPION BED (2008)
21 trec'h, 26 plas pol, 49 podium, 12 tro wellañ.
913 poent.
Kroget gant ar F1 e 2007.
McLaren (2007-2012)

_____________________________________
Poentoù mat : Buan, kevezus, speredek, sec'hed gant an trec'h, gouzout a ra dastum ur skipailh war e dro. Skiant-prenet. Un dae evitañ.

Poentoù fall : Marteze gwan e-keñver ar spered a-wezhioù, gant an traoù personel. Pep tra da adsevel.
______________________________________

DIN-ME : Diwallit, Hamilton a souezho meur a hini ar bloaz-mañ. Neblec'h a oa Mercedes warlene, met ar vloaz-mañ, gantañ, n'eo ket ar memes tra.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH MERCEDES

Ret eo kontañ war Mercedes e-pad 2013 din-me. Ne vo ket gounezet pep Priz Bras ganto evel just met seblant a ra gwelloc'h ar c'harr hag Hamilton a zo eus ar gouenn a oar gounit gant un traktour.

Holl-skeudennoù tapet digant Motorsports Nextgen Auto.

03/03/2013

[2013] Bianchi da erc'hlec'iañ Razia

Jules Bianchi dec'h o vleniañ ar Marussia evit ar wezh kentañ.
Kouezhet eo ar c'heleier-mañ an deiz a-raok dec'h. Anat e oa en doa Luiz Razia kudennoù gant e sponsoroù n'o doa ket paeet Marussia evit lakaat ar Brazilianat da redek ar bloaz-mañ. Ar gudenn-se a c'hoarvez alies, met diwezhatoc'h e-pad ar prantad. Neuze ez eus bet kaozioù diwar-benn erlec'hiañ Razia a-raok ar Priz Bras kentañ.

Meneget e oa bet nav Heikki Kovalainen, un den a skiant-prenet, met disponsor. Perak ne oa ket meneget anv Timo Glock, ez-blenier Marussia, leun a skiant-prenet ivez ? N'on ket evit lavarout. Marteze peogwir en deus dija ur programm-all gant BMW e DTM. A-benn ar fin, kudennoù arc'hant Marussia a zo pouezusoc'h eget lakaat ar skipailh da vont en-dro.

Jules Bianchi a c'hellfe bezañ mat evit-se. Skoazellet eo gant Ferrari, hag ezhomm e vo da vMarussia ur c'heflusker nevez e 2014, ur vloaz e vo ar c'hefluskerioù kaer-kaer dreist-holl evit ar skipailhoù bihan. N'hallomp ket chom hep soñjal ez eus ur raktres emglev etre Ferrari ha Marussia evit kaout kefluskerioù nebeutoc'h kaer en ur lakaat ar blenier yaouank da redek ur vloaz evit pleustriñ. Ar gudenn a vo gant an emglev teknikel a zo etre Marussia ha McLaren. N'hallo ket Bianchi implij drevezer McLaren hag hini Ferrari er memes amzer. Ret vo dezhañ ober un dibab.

Jules Bianchi a oa o kevezañ ouzh Adrian Sutil evit kador Force India. Daoust ma oa sellet mat gant ar skipailh indianat ez eus bet divizet degemer Sutil en-dro e 2013. Setu un degouezh mat evit Bianchi a bleustro er memes skipailh ha Charles Pic warlene. Bianchi a zo ur blenier mat a-walc'h, hag en deus kollet un titl warlene war un ober fall gant e gevezer, Frijns. Setu ar pevare blenier gall o redek e Formulenn 1 ar bloaz-mañ, ar pezh n'eo ket bet c'hoarvezet abaoe 1993. Evurus e vo Canal + emichañs da gaout un abeg ouzhpenn evit gwerzhañ o jadennoù gant ar Formulenn 1 e 2013.

Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.