Degemer mat war Formulenn Brezhoneg, ur blog nevez evit ar re a zo sot gant ar redadegoù kirri.

Keleier ar Formulenn 1 a vo kinniget war ar blog-mañ, berradurioù ar redadegoù hag an abadennoù-all, keleier diwar marc'had an treuzkasoù, ar vlenierien, ar skipailhoù h.a. h.a....

Spi em eus ho po plijadur o lenn ar blog-mañ ha marteze e c'hellfec'h reiñ un tamm skoazell !

25/02/2013

[Bloavezh 2013] Sauber-Ferrari

SAUBER F1 TEAM

N'eus nemet soñjal e-barzh fin bloavezh 2009 evit bezañ souezhet gant ar pezh en deus graet Sauber abaoe. Krouet eo bet ar skipailh e-kreiz ar bloavezhioù 1990 ha redet he deus betek 2005 pa oa adprenet gant BMW. Siwazh, an disoc'hoù ne oant ket mat a-walc'h evit ar saver-kirri alamanat ha gwerzhet eo bet ar skipailh d'he ferc'henner kozh, Peter Sauber, ha setu eo deuet en-dro ar skipailh suis. Diaes e oa an daou bloavezh kentañ, gant Kamui Kobayashi, Pedro de la Rosa, Nick Heidfeld ha Sergio Pérez, met warlene eo bet graet redadegoù dispar gant 3 podium, daou gant Pérez, unan gant Kobayashi.

Ar bloaz-mañ e vo diazezet ar skipailh war diazezoù-all. Aet eo Sergio Pérez da vMcLaren evit erlec'hiañ Hamilton, ha trugarekaet eo bet Kamui Kobayashi (ar pezh a zo domaj din-me). Peter Sauber en deus divizet mont war e leve en ur chom perc'henner ar skipailh hag erlec'hiet eo bet ouzh Monisha Kaltenborn, ar plac'h kentañ o ren ur skipailh. Erlec'hiet eo bet ar vlenierien ouzh Nico Hülkenberg, an esper alamanat, hag ouzh Esteban Giutiérez, skoazellet gant Telmex evel Sergio Pérez. C'hoant en deus ar skipailh d'en em silañ aliesoc'h-aliesañ en-barzh an top 5 a se zo posupl din-me.

Gallout a rit heuliañ Sauber war he c'hont twitter (a zo dispar) : @OfficialSF1Team.

AR C'HARR

C32 gant Ferrari 056, KERS.

Gant Sauber e vez graet al labour stankañ e kil ar c'harr. Bihanaet eo bet fin ar pontonoù en un doare souezhus. Ken bihan int e greder e vo kudennoù gant ar prizioù bras tomm evel e Malaysia. Met ul labour dispar eo evit prientiñ 2014 hag ar reolennoù teknikel nevez e-keñver ar c'hefluskerioù nevez. Un dra ouzhpenn, evit ar fri eo bet choazet un hent etre gant Sauber. Kuzhet eo bet ar marz war ar c'hostezioù met chomet eo e-kreiz ar fri.

Ret eo lavarout eo bet sinet ar C32 gant un toullad ijinourien peogwir n'eo ket bet erlec'hiet James Key ouzh un anv nemetken e 2012.

HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 1993 [1993-2005][2010-2012]
273 Priz Bras.
10 podium. 2 dro wellañ.

AR VLENIERIEN

11 NICO HÜLKENBERG
Alamagn, bet ganet d'an 19 a viz Eost 1987.

Ur gwir esper eo hennezh, ur gwir kampion an dazont. Redet en deus evit tri skipailh, met o cheñch bep gwezh gant ur mennozh en e benn. Aet eo kuit eus Williams dre vilionoù Maldonado met dibabet en deus mont da Force India evit bezañ trede blenier peogwir e ouie e veze roet o chañs d'an trede blenierien aze. Bremañ en deus divizet mont da Sauber. Perak ? Ya Sauber a oa un tammig gwelloc'h eget Force India warlene met n'eo ket a-walc'h. Ur c'heflusker Ferrari he deus Sauber ha se n'eo ket netra. Marteze ez eus un emglev kuzhet etre Sauber ha Ferrari evit prizañ Hülkenberg o soñjal a-benn 2014 ha disparti Massa.

Da Hülkenberg a zo diskoazell mat evit dae Sauber. Ret eo dezhañ ren ar skipailh betek pignat uheloc'h c'hoazh ha prouiñ e c'hell bezañ ur rener goude disparti Alonso eus Ferrari. Ne vo ket chalet gant e genskipailher d'am soñj ha plas a-walc'h en do evit ober e wiskamant nevez digudenn.

39 PB
1 plas pol, 1 dro wellañ.
85 poent.
Krog gant ar F1 e 2010.
Williams (2010)
Force India (2012)

__________________________________
Poentoù mat : Diskoazell kreñv, c'hoant da bignat, buan, efedus ha speredek.

Poentoù fall : Yaouank c'hoazh.
___________________________________

DIN-ME : Gounezet e vo e zae ma labour mat. War ar renk evit mont da Ferrari e 2014 din-me.

12 ESTEBAN GIUTIERREZ
Mec'hiko, bet ganet d'ar 5 a viz Eost 1991.

Skoazellet gant Carlos Slim, an den pinvidikañ ar bed, evel Pérez, Giutiérrez a oa animatour ar GP2 warlene hag ar bloaz a-raok. Onest e vin, ne oa ket gwall vat. Met Pérez ne oa ket gwall vat ivez ha neuze e c'hortozomp un nebeud prizioù bras a-raok lavarout muioc'h.

DERAOUAD

___________________________________
Poentoù mat : N'ouzon ket.

Poentoù fall : N'ouzon ket. Yaouank. Prest ?
___________________________________


MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH SAUBER

Din-me a c'hall ober Sauber ur bloavezh mat-tre, kevezus ha gant disoc'hoù mat. Hülkenberg a zo ar penn-blenier a oa gortozet abaoe pell ha gwelout a rimp an daou, Sauber hag Hülkenberg o redek ouzh Mercedes, Lotus, ha memes ar re-all marteze.

Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

24/02/2013

[Bloavezh 2013] Force India-Mercedes

SAHARA FORCE INDIA

Bremañ emaomp da vat e-kreiz ar gael gant ar skipailh indianat perc'hennet gant Vijay Mallya, ur skipailh sirius-tre ha gouest d'en em silañ e-touesk an "top-teams". Warlene eo bet graet ur bloavezh mat-tre, dibodium avat, met gant daou bevare flas e Spa hag e Singapour. Kenderc'hel a ra ar skipailh gant ar memes tud e-keñver an teknik, Andrew Green evel rener teknikel ha se vo mat evit ar bloaz-mañ. Koulskoude ez eus traoù a lak an dud da vezañ chalet eviti. Kudennoù arc'hant en deus ar perc'henner gant e gompagnunezh kirri-nij Kingfisher, ha lavaret eo bet ouzhpenn en deus ar perc'henner-all, ar gompagnunezh Sahara kudennoù ivez. Aet eo Nico Hülkenberg da Sauber ha dre-se eo bet kollet ur vlenier mat-tre. Eüruzamant a chom Paul di Resta, ar skos, hag hennezh a gaso ar skipailh war-raok. Ur gudenn a chom c'hoazh gant an eil vlenier. Chom a ra ar skipailh etre daou venoz, pe kemer Jules Bianchi, ar blenier esae, skoazellet gant Ferrari, a roje ur c'heflusker Ferrari digoust pe dost e 2014, pe degemer en-dro un den a anavez mat ar skipailh, Adrian Sutil, a zo krog gant ar F1 er skipailh-mañ e 2007 (pa oa anvet Spyker) hag en deus redet ganti betek fin 2011.

O fal a zo pignat uheloc'h a redek ouzh Sauber ha memes Mercedes a-hed ar bloaz, ha prientiñ 2014 en un doare sioul.

Gallout a rit heuliañ Force India war twitter aze : @clubforce.

AR C'HARR

VJM06 gant Mercedes-Benz FO108X, KERS.

Evel ar re-all eo mirour a-walc'h ar c'harr nevez a redo ar bloaz-mañ, nemet gant ur fri aet d'ober un tamm mezegiezh evit plijout d'an arvesterien. Evel ar re-all eo bet labourat war kil ar c'harr evit bihanaat anezhañ met n'eus nevezioù bras ebet.


HE DISOC'HOÙ 

Krouidigezh : 2008
93 Priz Bras.
1 plas pol. 1 podium. 2 dro wellañ.

AR VLENIERIEN

14 PAUL DI RESTA
Bro-Skos, bet ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1986.

Paul Di Resta a zo ur paotr mat (ha Skos ouzhpenn se), buan, efedus ha speredek, met resevet en deus un taol mat pa en deus desket a oa bet choazet Sergio Pérez evit erlec'hiañ Lewis Hamilton e McLaren, daoust ma oa meneget e anv gant an holl dud a labour er F1. Goude-se en deus graet ur fin bloavezh fall-tre pa oa e genskipailher Hülkenberg o kreñvaat. Koulskoude en doa bet ken kevezus ha Sutil ur vloaz zo pa ne oa nemet un deraouad e Force India ha n'hallan ket krediñ eo aet e dalant da goll goude diskleriadenn McLaren.

E dro a zeuio, met ret eo dezhañ labourat kalz evit prouiñ d'an holl o deus faziet bras en ur grediñ ne vije ket ken kevezus ha Pérez.

39 PB
73 poent.
Kroget gant ar F1 e 2011.
Force India (2011-2012)

__________________________________
Poentoù mat : Dezhañ a fell kalz traoù, sirius, speredek ha buan.

Poentoù fall : Marteze en deus a-wezhioù ur penn re galet ha un tammig glorius a c'hallfe bezañ.
__________________________________

DIN-ME : Di Resta a zo kampion an dazont. Pe a c'hellfe bezañ ma broufe a zo. Din me eo sklaer an traoù, n'eus forzh peseurt kenskipailher a vo en e gichen e ranko trec'hiñ anezhañ evit pignat er Formulenn 1. Klask a raio Ferrari ur blenier, pe Red Bull ma ya Webber war e leve ha ma ne gav ket Marko blenierien Toro Rosso mat a-walc'h evit an Tarv Ruz.

15 ANV EBET
Kinniget eo bet daou anv evit erlec'hiañ Nico Hülkenberg, aet da Sauber, an daou anavezet mat gant ar skipailh.

Da gentañ a zo ADRIAN SUTIL, bet ganet e 1983, en deus redet e F1 etre 2007 ha 2011 gant Spyker/Force India, neuze ar skipailh a glask redek ganti bremañ. Aet eo kuit eus ar F1 dre un afer iskis, e Sina. Klasket en doa e 2011, hervez Eric Lux, kenberc'henner Lotus, lazhañ anezhañ en ur voest-nozh. N'eo ket ur blenier fall tamme bet, met ar pezh a lak ac'hanon da vezañ chalet a zo n'en deus ket klasker Sutil mont kuit eus e skipailh biskoazh. Da betra a servijje un distro evit mont endro d'ar poent disparti ?

An eil a zo JULES BIANCHI, bet ganet e 1989, a zo bet trede blenier Force India e 2012. Skoazellet eo gant Ferrari, ha marteze eo un dra vat evit ar skipailh evit kaout ur c'heflusker ne vije ket ken kaer hag hini Mercedes. Estreget-se n'eo ket sur e vije Bianchi gwelloc'h eget Sutil ha din-me e vloavezhioù e GP2 hag e F3.5 n'int ket dispar-dispar. Met ne vije ket ar blenier etre kentañ a vije gwelloc'h eget ar pezh a oa gortozet e F1.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH FORCE INDIA


Gallout a ra Force India ober traoù brav-tre, ha din-me vo graet. Di Resta en deus c'hoant da brouiñ peseurt kampion eo, an hini-all en do pep tra da brouiñ ivez, hag ar skipailh he deus ch'oant da bignat uheloc'h-uhelañ war ar gael.

Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

[Bloavezh 2013] Williams-Renault

WILLIAMS F1 TEAM

Santimantoù mesket-bras eo bet santet gant ar skipailh saoz warlene sur a-walc'h. Goude seizh bloaz didrec'h eo bet gounezet ur redadeg gant Maldonado, e Bro-Spagn, dirak Fernando Alonso. Siwazh, peurrest ar bloavezh ne oa ket ken mat. Sur eo a oa efedus ar FW34, met gant daou vlenier diskiant-prenet a oa diaesoc'h kaout disoc'hoù mat evel ma lâras Rubens Barrichello, a vlenie gant Williams e 2011. Koulskoude a oa daou vlenier mat, Maldonado a zo buan met a-wezhioù pennfollet, ha Bruno Senna ha ne oa ket ken buan met efedus hag ingal. Gant ar genlabour gant Renault e grede Frank Williams a yaje an traoù d'an tu wellañ bremaik. Siwazh evitañ eo bet kollet an daou zen a oa sellet evel e hêr, Adam Parr, aberzhet evit sioulaat Bernie Ecclestone, ha Toto Wolff, aet da vMercedes. Miret eo bet Maldonado evit ar bloaz-mañ ar pezh a zo mat, met erlec'hiet eo bet Senna (daoust d'e vilionoù) gant Valteri Bottas, a zo un den sikouret gant Wolff ha Williams abaoe pell. N'eo ket souezhus (kemeret en deus tost bep Gwener plas Senna e-barzh ar c'harr evit pleustriñ) met domaj eo chom hep kaout servijoù ar Braziliad a oa gwelloc'h eget ar pezh a soñj an dud.

Bremañ o deus c'hoant da vont pelloc'h e-kreiz ar gael evit adkavout o flas hag o daou vlenier a sikouro anezho mat a gredan. Ret eo kaout ur gerig diwar-benn Susie Wolff, ar vlenierez skos, gwreg Toto Wolff, a chomo gant Williams, hag he deus c'hoant da gaout ur super-lisañs evit redek d'ar Gwener.

Gallout a rit heuliañ Williams war twitter : @WilliamsF1Team.

AR C'HARR

FW35 gant Renault RS27, KERS gant Renault.
Diwezhatoc'h eget ar re all eo bet kinniget ar FW35, met arabat soñjal ez eus nevezioù dispar kuzhet dindan e sae. Klasel hag heñvel ouzh hini warlene a chom ar c'harr, nemet gant e fri a zo bet kuzhet e varz gant ur panell (ha memes se n'eo ket sur peogwir eo bet esaeet daou zoare fri e Barcelona e-pad an esaeoù). Ar cheñchamant brasañ avat a zo a-dreñv d'ar c'harr. Bihanaet eo bet d'ar muiañ posupl pep tra evit lakaat an aer da zont ha da vont dindan ar pontonoù, e-barzh ar skigner, sikouret gant ar gasoù tomm a ya kuit eus an zivogederez. Souezhus eo al labour graet er pezh-mañ d'ar c'harr ha sur eo eo evit prientiñ 2014 gant e geflusker bihanoc'h, met gant un turbo, ha gant e gKERS brasoc'h.

HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 1975
604 Priz Bras.
114 trec'h. 127 plas pol. 297 podium. 131 tro wellañ.
8 titl ar saverien (1981, 1986, 1987, 1992, 1993, 1994, 1996, 1997)
7 titl ar vlenierien (1980, 1982, 1987, 1992, 1993, 1996, 1997)

AR VLENIERIEN

16 PASTOR MALDONADO
Venezuela, bet ganet d'an 9 a viz Meurzh 1985.

Ur brezelour eo Maldonado, ha se a ya d'an tu mat ha d'an tu fall ivez a -wezhioù. Buan kenañ ha mat-tre er stourm tostañ eo hennezh ha den ebet ne c'hell lemel se dezhañ. Siwazh eo un tammig tomm an den hag alies e veze tapet e-barzh taolioù dispered pe droug pa oa fuloret gant unan bennak. Bet en deus gwallzarvoudoù dister (Grosjean en Aostralia, a-dreñv Alonso d'ar memes redadeg, Pérez meur a wezh) pe gwashoc'h en deus klasket ur veñjañs war unan-bennak (Hamilton e Valencia). Koulskoude eo gouest an den da virout e spered en un tu mat evel e Bro-Spagn e lec'h ma n'en deus gounezet ar redadeg, pe e fin ar bloavezh. 

Arabat gwelout nemet e gastizoù (ur bern a zo, se zo gwir), ha marteze gant skiant-prenet e sioulaio an den. Maldonado en deus talant ha war e ziskoazell emañ dazont Williams bremañ. Kavout a ra e skipailh dispar met ret eo dezhañ diskouez e c'hell degas disoc'hoù ken uhel hag a-raok da Williams evit kenderc'hel e Formulenn 1.

39 PB
1 trec'h, 1 plas pol, 1 podium.
46 poent.
Kroget gant ar F1 e 2011.
Williams (2011-2012)

______________________________
Poentoù mat : Buan, efedus, kevezus. Sioul pa vez e spered en tu mat. Gouzout a ra gounit.

Poentoù fall : Re domm pe vez e spered en tu fall. N'eo ket ingal.
______________________________

DIN-ME : Maldonado a c'hallfe dont da c'hampion ar bed, met ret eo dezhañ deskiñ e startijenn evit implijout anezhi. Ma ra an dra-se ne vo netra a c'hellje mirout anezhañ da bignat.

17 VALTTERI BOTTAS
Finland, bet ganet d'an 29 a viz Eost 1989.

Hennezh a zo eus ar c'hentañ, da Williams da nebeutañ. Erlec'hiet en deus Senna tost da bep Gwener e-pad ar bloavezh ar pezh a ziskoueze e veze echu an traoù gant ar Brazilian abred-tre. Met pa seller ouzh e zisoc'hoù e c'heller lavarout n'eo ket fall ivez. Kampion FRenault 2.0 e 2008, e kevezadegoù Europa ha NEC, 3e e F3 Euroseries e 2009, o trec'hiñ e F3 Masters Zandvoort. Memes tra e 2010, ha kampion GP3 e 2011. Ret eo gortoz evit gouzout muioc'h diwar-benn e dalant, met ne vo ket fall d'am soñj.

DERAOUAD

______________________________
Poentoù mat : Buan hag anavezout a ra traoù e-keñver an teknik, ar pezh a zo mat evit komz gant an ijinourien. Anavezout a ra e skipailh.

Poentoù fall : Deraouad, n'en doa ket redet warlene.
_______________________________

DIN-ME : Ret eo mirout ul lagad warnañ. Marteze ne vo ket dispar er penn-kentañ, met din-me a redo gwelloc'h gant skiant-prenet.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH WILLIAMS

 O sevel en-dro emañ Williams goude bloavezhioù diaes. Gant ur penn-blenier en deus redet daou vloaz dija e vo gwelloc'h ar bloaz-mañ eget warlene. Din-me a ginnigo Williams traoù brav ar bloaz-mañ ha n'on ket evit lavarout deoc'h n'on ket laouen. Williams a zo ur skipailh istorel pouezus-tre e Formulenn 1. An dra nemetañ a lak ac'hanon da vezañ chalet eo hêrezh Frank Williams. Aet eo e vignon Patrick Head kuit eus ar F1, skarzhet kuit eo bet Adam Parr gant Ecclestone, aet eo Toto Wolff da vMercedes, piv a chomo ?

Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

[Bloavezh 2013] Toro Rosso-Ferrari

SCUDERIA TORO ROSSO

Goude un nebeud bloavezhioù diaes, abaoe ma z'eo ur redi da savel o c'harr-dezho, evit gwir, eo bet degemeret ur rener teknikel nevez gant James Key, en deus labouret gant Force India ha gant Sauber. Unan eus ar c'hentañ eo hennezh ha douzhtu eo bet gwelet e sell war an afer, peogwir eo bet dilezet ar pontonoù-doubl graet gant Giovanni Ascagneli, a oa ur soñj mat met diaes d'ober. Skipailh blenierien yaouank Red Bull eo c'hoazh ar Scuderiaig ha dre-se e vo gwelet emichañs ur stourm kalet a-walc'h evit mont da Red Bull, peogwir ez eus chañsoù bras e yelo Mark Webber d'e leve e fin ar bloaz. Lagad Helmut Marko (penn programm ar vlenierien yaouank) a vo santet war pennoù Jean-Eric Vergne ha Daniel Ricciardo, hag an holl a oa pegen kri a c'hallfe bezañ Marko, daoust ma'z eo kentoc'h ur c'hwitadenn e brogramm (n'eus nemet Vettel en deus gallet da vont da Red Bull hag ar re-all n'o deus kavet plasoù-all ebet daoust d'o zalant).

Siwazh eo bet kollet tachenn diwar skipailhoù kreiz ar gael-all, evel Williams, Force India ha dreist-holl Sauber a zo tostoc'h eus ar skipailhoù uhelañ bremañ. C'hoazh ur saver-kirri eo Toro Rosso, met pouez Red Bull a zo kreñv a-walc'h evit mirout ar skipailh da vezañ dizalc'h evit gwir. Ret e vije da Faenza da glask ur perc'henner-all evit bezañ ur gwir skipailh disalc'h ha ne vije ket kastizet bep gwezh a vije buanoc'h eget an ti-mamm evel goude 2008.

Gallout a rit heuliañ STR war twitter : @F1TeamToroRosso.

AR C'HARR 

 STR8 gant Ferrari 056, KERS.
N'eus cheñchamantoù bras ebet war ar c'harr-mañ peogwir eo bet stabilaet ar reolennoù evit prientiñ 2014. Dre ma'z eo bet aotreet gant ar FIA kaout ur pannel evit ober brav war ar frioù eo bet bravaet fri ar STR8. Ar cheñchament brasañ a zo dindan ar pontonoù e-lerc'h ma'z eo bet dilezelet ar pontoù-doubl dre levezon James Key.

Estreget-se n'eus diforc'h ebet etre ar STR7 hag ar STR8 met gortozet eo redadegoù gwelloc'h ar bloaz-mañ.


HE DISOC'HOU 

 Krouidigezh : 2006.
128 Priz Bras.
 1 trec'h. 1 Plas pol. 1 podium.

AR VLENIERIEN 

 18 JEAN-ERIC VERGNE
Bro-C'hall, bet ganet d'ar 25 Ebrel 1990.

Graet en deus gwelloc'h eget e genskipailher warlene, se zo sur. Met ne oa ket kalz gwelloc'h. 16 poent eget 10, n'eo ket ur bern. Hennez zo buan, hennezh zo mat ha sirius, sur ha n'eo ket marteze, met ret eo dezhañ ober abadennoù titriñ gwelloc'h ma fell dezhañ mont da Red Bull un deiz bennak. Ober a ra redadegoù eus ar c'hentañ met siwazh e vez alies a-dreñv ar gael goude ar Sadorn.

Bremañ eo poent dezhañ prouiñ perak eo bet sellet evel unan eus ar vlenierien deraouad gwellañ warlene pe zo deuet er F1, ha bezañ gwelloc'h eget Ricciardo e-pad an holl redadegoù pe dost. Helmut Marko ne c'hortozo ket pell ha gallout a ra erlec'hiañ anezhañ e-keit ha ma n'en deus c'hoant.

20 PB
16 poent.
Kroget gant ar F1 e 2012. 
Toro Rosso (2012)

_________________________________
Poentoù mat : Ober a ra redadegoù fur ha speredeg. Gouzout a ra penaos en em zibab gant e garr e-pad div eurvezh.

Poentoù fall : Kudennoù e-pad an abadennoù titriñ. Pouez ar programm Red Bull.
__________________________________

DIN-ME : Gallout a ra JEV ober kalz gwelloc'h, sur ha n'eo ket marteze. Bremañ eo poent dezhañ diskouez e holl gartoù met n'em eus ket aon e vije chomet war-lerc'h e genskipailher.

19 DANIEL RICCIARDO
Aostralia, bet ganet d'ar 1añ a viz Gouere 1989.
       
Arabat krediñ eo hennezh ur furlukin peogwir e tenn da vMax Boublil, hennezh a zo ur blenier Formulenn 1 gwir hep marteze. Graet en doa dija un hanter-bloavezh a-raok mont da dToro Rosso ha memes ma oa bet trec'het gant JEV e-keñver ar poentoù eo bet buanoc'h eget an hini-all e-pad an abadennoù titriñ. Gallout a ra ober gwelloc'h e-pad ar redadegoù hag implijet e vo ar bloavezh-mañ gantañ da ziskouez d'an holl dud ar pezh a c'hall ober gant ur c'harr mat (ma'z eo mat ar STR8, ar pezh a zo un afer-all).

Ne vo nemet unan hag a vo kaset da Red Bull evit erlec'hiañ Mark Webber ha sklaer eo ez eus un Aostralianad a soñj kemer lec'h d'un Aostralianad-all, met ret e vo plijout da Helmut Marko evit mirout spi da vont uheloc'h.

31 PB
10 poent.
Krog eo gant ar F1 e 2011.
HRT (2011)
Toro Rosso (2012)

___________________________________
Poentoù mat : Buan hag efedus. Ne zilezel morse. Mat-tre e-pad an abadenn titriñ.

Poentoù-fall : Trec'het gant Vergne ur wezh. N'eo ket "Enez ar Vugale" ar programm Red Bull.
___________________________________

DIN-ME : N'en deus ket lâret Ricciardo e c'her diwezhañ ha ma en deus labouret mat war e boentoù gwanoc'h e-pad ar goañv a roio poan da Vergne.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH TORO ROSSO

Bremañ a zo d'ar skipailhig italianat daou vlenier gant un nebeut a skiant-prenet, ur rener teknikel eus ar c'hentañ, ha din-me e vo gwelet an traoù da vont aesoc'h evit Faenza ar bloaz-mañ. Ar stourm etre an daou vlenier yaouank evit mont da Red Bull a vo dedennus hag a gaso ar skipailh war-raok.

Skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

23/02/2013

[Bloavezh 2013] Caterham-Renault

CATERHAM F1 TEAM 

Betek bremañ eo bet Caterham an hini gwellañ eus ar skipailhoù krouet eo 2010 (dindan an Lotus d'ar mare-se). Perc'hennet eo c'hoazh gant Tony Fernandes en deus adprenet ar saver-kirri Caterham warlene. Un emglev armerzhiel ha teknikel zo bet savet etre Catherman ha Renault ha savet e vo un Alpine nevez ganto, ar pezh a lak ar genlabour etre ar skipailh malaysian ha Renault da vezañ kreñvoc'h. Diblaset eo bet ivez savadurioù ar skipailh eus an Norfolk betek Leafield e-kichen Oxford evit kaout muioc'h a blas. Koulskoude eo ar cheñchamant brasañ hini ar vlenierien. Trugarekaet eo bet Heikki Kovalainen ha Vittaly Petrov daoust ma o deus graet disoc'hoù mat evit kaout daou vlenier nevez. Unan zo ar blenier gall Charles Pic, eus Marussia, sikouret gant Lagardère hag Airbus. An hini all zo Giedo van der Garde, un anv meneget alies evit mont d'ar F1 abaoe 2008 hep disoc'h koulskoude.

Dre-se ez eus spi gant Caterham da vont da stourm gant skipailhoù kreiz evel Williams, Toro Rosso pe Force India, met abaoe 2 vloaz eo bet graet ar promesa-mañ, ha n'eo ket marteze gant daou vlenier yaouank nevez e vo tizhet ar pal-mañ.

Gallout a rit heuliañ Caterham war twitter : @MyCaterhamF1


AR C'HARR

CT03 gant Renault RS27, KERS gant Renault.

  Emañ Caterham o prientiñ ar bloavezh 2014, evel an holl skipailhoù ha neuze n'eo ket bet cheñchet kalz ar c'harr, diazezet war hini warlene. Graet eo bet gant Mark Smith, rener teknik.

Daoust ma oa kinniget d'ar skipailhoù kuzhat ar frioù iskis deuet gant ar reolennoù nevez kinniget a-enep seurtoù gwallzarvoud n'eo ket bet heuliet an hent-se gant Caterham. Askelligoù zo bet lec'hiet war pontonoù ar c'harr ha bihanaet eo bet ar perzh a-dreñv d'ar c'harr evit prientiñ ar c'heflusker nevez hag ar c'hKERS nevez a zo o tont e 2014.


HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 2012 (Diwar Lotus Racing, 2010-2011)
20 Priz Bras.

AR VLENIERIEN

20 CHARLES PIC
Bro-C'hall, bet ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1990
  
Daoust ma oa sellet un tammig a-dreuz pa zo deuet er F1 warlene gant Marussia en deus graet Pic ur bloavezh mat-tre, o vezañ tost ken kevezus ha Timo Glock, e genskipailher gant muioc'h a skiant prenet. A-wezhioù, ha dresit-holl dindan ar c'hlav eo bet buanoc'h Pic eget Glock, ha se zo un dra a verke ar speredoù. Alies, dreist-holl e-pad an hañv e veze Pic buanoc'h e-pad an abadennoù titriñ.

Hogen ne oa ket Marussia ur skipailh evit chom pell pa zo yaouank ha mat ur blenier, ha setu perak en deus dibabet Pic, aliet gant Olivier Panis, da vont da gCaterham evit e eil bloavezh.

20 PB.
Kroget gant ar F1 e 2012.
Marussia (2012)
_______________________________
Poentoù mat : Gwelloc'h eget ar pezh hon eus kredet, sikouret gant Renault. Buan ha sirius.

Poentoù fall : Warlene e doa ur c'henskipailher gant skiant prenet, ar bloaz-mañ n'en deus ket. Yaouank c'hoazh, en ur skipailh yaouank.
_______________________________

DIN-ME : Ar bloaz-mañ eo an test gwir evit Pic. Gouzout a reomp e c'hell bezañ kevezus, met bremañ eo penn-blenier ur skipailh, ha n'eo ket ar memes-tra. Din-me a raio ul labour mat, ma c'hall e skipailh ober ul labour mat ivez.

21 GIEDO VAN DER GARDE
 Izelvroioù, bet ganet d'ar 25 a viz Ebrel 1985.

Abaoe 2008 hag e drec'h e-pad kevezadeg World Series by Renault emañ van der Garde o c'hortoz un degouezh e Formulenn 1 evit heuliañ Christian Albers, an Izelvroad diwezhañ en deus redet e F1. Daoust d'an trec'h-mañ, gwezh ebet n'eo deuet betek ennañ ur c'hinnig siriusoc'h eget bezañ trede blenier. E 2011 e oa bet kinniget e anv evit redet gant Marussia met Jerôme d'Ambrosio zo bet choazet. Bremañ emañ e chañs da vat.

Deraouad. 

_______________________________
Poentoù mat : Gortozet en deus pell. Morse ne lezel e balioù. En em zibab a ra met e-keñver an traoù teknikel.

Poentoù fall : Gortozet en deus re bell ? Kozh a-walc'h eo, evit un deraouad. Mat a-walc'h evit ar F1 ?
_______________________________

DIN-ME : Evel meur a zen em eus ankouaet van der Garde abaoe pell. N'en deus graet netra dispar e GP2. Koulskoude e gredan e c'hell ober traoù dedennus ma labour mat.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH CATERHAM

Ar skipailh-mañ zo bet an hini gwellañ abaoe 2010, met bep tro ne oa ket gouest d'en em silañ e-barzh ar stourmoù e-kreiz ar gael. Din-me ne vo ket graet traoù gwall welloc'h ar bloaz-mañ dre m'emañ c'hoazh (!) ar skipailh o sevel ha peogwir en deus choazet da gaout fiziañs e daou zeraouad kentoc'h eget daou vlenier mat evel Kovalainen ha Petrov. Met gwelet e vo !

[Bloavezh 2013] Marussia-Cosworth

MARUSSIA F1 TEAM              

Unan eus an teir skipailh krouet e 2010 a chom e F1, goude disparti HRT. Adprenet gant ar saver-kirri rusian Marussia daou vloaz zo goude bezañ krouet dindan an anv Virgin a zo tremenet ganti ur goañv diaes e-keñver an arc'hant. Dre he ezhommoù he deus divizet lezel Timo Glock da vont kuit evit erlec'hiañ anezhañ gant Luiz Razia a zegas ur bern arc'hant. Dre ma zo aet kuit ivez Charles Pic (an deraouad nemetañ en deus kendalc'het gant ar F1 goude ur bloaz gant Virgin/Marussia) eo bet pedet Max Chilton dre e zisoc'hoù e GP2 hag arc'hant e dad.

Gallout a rit heuliañ Marussia war twitter : @Marussia_F1Team

AR C'HARR

MR02 gant Cosworth CA2012, KERS gant Williams.

Kenderc'hel a ra Marussia he c'henlabour gant McLaren e-keñver ar c'hastell-karr ha kinnig a ra Pat Symonds, ar rener teknik nevez, ur c'harr graet dre ur c'hwezherez e-lec'h implijout un urzhiataer nemetken.

Seblant a ra ar c'harr heñvel ouzh ur GP2, ha pell eus patrom ur F1. Gwir eo o c'harr kentañ graet dre c'hwezherez abaoe 2010 memestra.

HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 2012 (Diwar Virgin, 2010-2011)
20 Priz Bras.

AR VLENIERIEN

22 LUIZ RAZIA
 Brazil, bet ganet d'ar 4 aviz Ebrel 1989

Bez-kampion GP2 eo hennezh ha se n'eo ket netra memes ma dlee gortoz tri bloaz evit kaout an disoc'h-mañ. E vloaz kentañ e Formulenn 1 eo hennezh ha marteze ne vo ket ken mat hag en deus c'hoant da vezañ, met ret eo deskiñ buan e F1.

Diwallit, n'en deus graet esaeoù ebet e Barcelone, ha neuze ez eus reuz diwar an arc'hant a oa o tegas da Varussia. Marteze ne redo ket.

Deraouad.
 ____________________________
Poentoù mat : Gouzout a ra bleniañ. An arc'hant a zigas a lak ar skipailh da vevañ.

Pentoù fall : Ret eo dezhañ deskiñ. Spi m'eus en deus arc'hant a-walc'h evit kenderc'hel.
 ____________________________
DIN-ME : Ret eo gortoz evit gouzout ma vo mat hennezh, met ne vo ket eus ar re gentañ, sur a-walc'h.

23 MAX CHILTON
 Bro-Saoz, bet ganet d'ar 21 a viz Ebrel 1991
 
 Graet en deus e hent d'ar Formulenn 1 da drugarez da arc'hant e dad, met arabat gwelout ennañ nemet un Abedad. Graet en deus disoc'hoù mat a-walc'h goude daou pe dri bloaz e pep rummad. Echuet en deus ar GP2 4e warlene pa oa ivez blenier esaeoù e Marussia. Anavezout a ra an ti neuze ha se n'eo ket fall.

Deraouad. 
_____________________________
Poentoù mat : Gouzout a ra bleniañ, hag arc'hant en deus dre e dad. A-wezhioù ur blenier mat a-walc'h e GP2 a zeu da vezañ mat e F1. Bleniet en deus d'ar Gwener evit Marussia dija.

Poentoù fall : N'eo ket met dispar e GP2 pe e F3 memestra. Ret e vo dezhañ deskiñ buan ivez.
_____________________________
DIN-ME : Ret eo gortoz evitañ ivez. N'eo ket ur c'hampion, met marteze ez eus muioc'h ennañ eget ar pezh a c'heller gwelout.


MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH MARUSSIA

Traoù ma a zo er skipailh-mañ, se zo sur. Hep KERS, gant ur c'harr graet dre urzhiataer ha ne oa ket kevezus tamm ebet he deus tapet 10vet plas ar gevezadeg ouzh Caterham e-pad pell. Siwazh eo bet kollet ganti d'ar Priz Bras diwezhañ ha se zo kaoz disparti Timo Glock, a oa ur blenier eus ar c'hentañ. Gant daou zeraouad ne vo ket ar memes tra. Marteze e c'hellont mont da glask Caterham met dipant a ra eus he blenierien, hag aze emañ an dalc'h.

Skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

14/02/2013

Gwirioù ar F1 da vont eus TF1 da gCanal + !

Evit kaout fent  
  Embannet eo bet hiziv e vo skignet ar Formulenn 1 war Canal + e 2013 evit daou vlaz ouzhpenn. Etre TF1, Al-Jazeeria dre vBeinSports hag ar skinwel prevet a oa bet graet ur stourm evit kaout gwirioù ar F1 e 2013, dre ma oa bet dilezelet gant TF1 e-kreiz 2012 evit paeañ nebeutoc'h. Abaoe 20 vloaz a veze skignet kevezadeg ar Formulenn 1 war TF1, disklêriet gant Christophe Malbranque, Jacques Laffite ha Jean-Louis Moncet abaoe 2003. Lâret en deus Malbranque war twitter "Trugarez hag avel mat" o lavarout kenavo d'ar re a heulie ar F1 war TF1.

  Daoust ma z'eus ur chadenn sklaer da gCanal + e vo skignet an abadennoù dieub, an abadenn ditriñ hag ar redadeg en ur mod prevet, moarvat war Canal + Sport evit an abadennoù dieub ha titriñ ha war Canal + evit ar redadeg. Embannet eo bet e vo skignet un abadenn-veur e mod sklaer a-raok ar redadeg.

  Sklaer eo e vo kollet meur a arvester ha ne fell ket dezho paeañ 40€ bep miz evit ar F1, met sklaer eo ivez e vo skignet ar F1 en un doare siriusoc'h gant ar strollad Canal + eget TF1. N'eus nemet gwelout an doareoù da skignañ an abadennoù mell-droad, tennis pe golf, ha da geñveriañ ouzh doare TF1 d'ober pa z'eus ur redadeg diwezhatoc'h, pe un abadenn pouezusañ (sañset). Ouzhpenn-se, gant Canal + a zo abadennoù sportel-all ha filmoù meur ha nevez. Ret 'vo dibab met o sellout ouzh an doare sirius-tre da skignañ gant Sky Sports e Bro-Saoz e lakaan me da soñjal n'eo ket fall atav ar chadennoù prevet. Met kaer eo.

Ma digarezit !

Gwir eo, pell zo n'em eus ket skrivet amañ. Meur a dra a zo c'hoarvezet abaoe. Aet eo an trec'h gant Sebastian Vettel ha Red Bull-Renault evit ar gevezadeg, daoust ma stourmas mat Fernando Alonso. Formulennoù 1 nevez a zo bet diskouezet abaoe evit bezañ prest evit ur gevezadeg nevez.

Kalz traoù am eus d'ober a soñjal a ran e-barzh ober traoù berroc'h eget pennadoù hir diwar-benn ar redadegoù. Pa m' bo amzer d'ober pennadoù hir e vo graet, met a-hend-all e skrivin nebeutoc'h met aliesoc'h.

Graet 'vo memestra un diskouezadeg eus pep skipailh a redo e-barzh ar gevezadeg-mañ, an hini diwezhañ a-raok ar c'hefluskerioù nevez.

Trugarez evit ho lenn ha ken tuchant !