Degemer mat war Formulenn Brezhoneg, ur blog nevez evit ar re a zo sot gant ar redadegoù kirri.

Keleier ar Formulenn 1 a vo kinniget war ar blog-mañ, berradurioù ar redadegoù hag an abadennoù-all, keleier diwar marc'had an treuzkasoù, ar vlenierien, ar skipailhoù h.a. h.a....

Spi em eus ho po plijadur o lenn ar blog-mañ ha marteze e c'hellfec'h reiñ un tamm skoazell !

23/02/2013

[Bloavezh 2013] Caterham-Renault

CATERHAM F1 TEAM 

Betek bremañ eo bet Caterham an hini gwellañ eus ar skipailhoù krouet eo 2010 (dindan an Lotus d'ar mare-se). Perc'hennet eo c'hoazh gant Tony Fernandes en deus adprenet ar saver-kirri Caterham warlene. Un emglev armerzhiel ha teknikel zo bet savet etre Catherman ha Renault ha savet e vo un Alpine nevez ganto, ar pezh a lak ar genlabour etre ar skipailh malaysian ha Renault da vezañ kreñvoc'h. Diblaset eo bet ivez savadurioù ar skipailh eus an Norfolk betek Leafield e-kichen Oxford evit kaout muioc'h a blas. Koulskoude eo ar cheñchamant brasañ hini ar vlenierien. Trugarekaet eo bet Heikki Kovalainen ha Vittaly Petrov daoust ma o deus graet disoc'hoù mat evit kaout daou vlenier nevez. Unan zo ar blenier gall Charles Pic, eus Marussia, sikouret gant Lagardère hag Airbus. An hini all zo Giedo van der Garde, un anv meneget alies evit mont d'ar F1 abaoe 2008 hep disoc'h koulskoude.

Dre-se ez eus spi gant Caterham da vont da stourm gant skipailhoù kreiz evel Williams, Toro Rosso pe Force India, met abaoe 2 vloaz eo bet graet ar promesa-mañ, ha n'eo ket marteze gant daou vlenier yaouank nevez e vo tizhet ar pal-mañ.

Gallout a rit heuliañ Caterham war twitter : @MyCaterhamF1


AR C'HARR

CT03 gant Renault RS27, KERS gant Renault.

  Emañ Caterham o prientiñ ar bloavezh 2014, evel an holl skipailhoù ha neuze n'eo ket bet cheñchet kalz ar c'harr, diazezet war hini warlene. Graet eo bet gant Mark Smith, rener teknik.

Daoust ma oa kinniget d'ar skipailhoù kuzhat ar frioù iskis deuet gant ar reolennoù nevez kinniget a-enep seurtoù gwallzarvoud n'eo ket bet heuliet an hent-se gant Caterham. Askelligoù zo bet lec'hiet war pontonoù ar c'harr ha bihanaet eo bet ar perzh a-dreñv d'ar c'harr evit prientiñ ar c'heflusker nevez hag ar c'hKERS nevez a zo o tont e 2014.


HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 2012 (Diwar Lotus Racing, 2010-2011)
20 Priz Bras.

AR VLENIERIEN

20 CHARLES PIC
Bro-C'hall, bet ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1990
  
Daoust ma oa sellet un tammig a-dreuz pa zo deuet er F1 warlene gant Marussia en deus graet Pic ur bloavezh mat-tre, o vezañ tost ken kevezus ha Timo Glock, e genskipailher gant muioc'h a skiant prenet. A-wezhioù, ha dresit-holl dindan ar c'hlav eo bet buanoc'h Pic eget Glock, ha se zo un dra a verke ar speredoù. Alies, dreist-holl e-pad an hañv e veze Pic buanoc'h e-pad an abadennoù titriñ.

Hogen ne oa ket Marussia ur skipailh evit chom pell pa zo yaouank ha mat ur blenier, ha setu perak en deus dibabet Pic, aliet gant Olivier Panis, da vont da gCaterham evit e eil bloavezh.

20 PB.
Kroget gant ar F1 e 2012.
Marussia (2012)
_______________________________
Poentoù mat : Gwelloc'h eget ar pezh hon eus kredet, sikouret gant Renault. Buan ha sirius.

Poentoù fall : Warlene e doa ur c'henskipailher gant skiant prenet, ar bloaz-mañ n'en deus ket. Yaouank c'hoazh, en ur skipailh yaouank.
_______________________________

DIN-ME : Ar bloaz-mañ eo an test gwir evit Pic. Gouzout a reomp e c'hell bezañ kevezus, met bremañ eo penn-blenier ur skipailh, ha n'eo ket ar memes-tra. Din-me a raio ul labour mat, ma c'hall e skipailh ober ul labour mat ivez.

21 GIEDO VAN DER GARDE
 Izelvroioù, bet ganet d'ar 25 a viz Ebrel 1985.

Abaoe 2008 hag e drec'h e-pad kevezadeg World Series by Renault emañ van der Garde o c'hortoz un degouezh e Formulenn 1 evit heuliañ Christian Albers, an Izelvroad diwezhañ en deus redet e F1. Daoust d'an trec'h-mañ, gwezh ebet n'eo deuet betek ennañ ur c'hinnig siriusoc'h eget bezañ trede blenier. E 2011 e oa bet kinniget e anv evit redet gant Marussia met Jerôme d'Ambrosio zo bet choazet. Bremañ emañ e chañs da vat.

Deraouad. 

_______________________________
Poentoù mat : Gortozet en deus pell. Morse ne lezel e balioù. En em zibab a ra met e-keñver an traoù teknikel.

Poentoù fall : Gortozet en deus re bell ? Kozh a-walc'h eo, evit un deraouad. Mat a-walc'h evit ar F1 ?
_______________________________

DIN-ME : Evel meur a zen em eus ankouaet van der Garde abaoe pell. N'en deus graet netra dispar e GP2. Koulskoude e gredan e c'hell ober traoù dedennus ma labour mat.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH CATERHAM

Ar skipailh-mañ zo bet an hini gwellañ abaoe 2010, met bep tro ne oa ket gouest d'en em silañ e-barzh ar stourmoù e-kreiz ar gael. Din-me ne vo ket graet traoù gwall welloc'h ar bloaz-mañ dre m'emañ c'hoazh (!) ar skipailh o sevel ha peogwir en deus choazet da gaout fiziañs e daou zeraouad kentoc'h eget daou vlenier mat evel Kovalainen ha Petrov. Met gwelet e vo !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire