Degemer mat war Formulenn Brezhoneg, ur blog nevez evit ar re a zo sot gant ar redadegoù kirri.

Keleier ar Formulenn 1 a vo kinniget war ar blog-mañ, berradurioù ar redadegoù hag an abadennoù-all, keleier diwar marc'had an treuzkasoù, ar vlenierien, ar skipailhoù h.a. h.a....

Spi em eus ho po plijadur o lenn ar blog-mañ ha marteze e c'hellfec'h reiñ un tamm skoazell !

24/02/2013

[Bloavezh 2013] Williams-Renault

WILLIAMS F1 TEAM

Santimantoù mesket-bras eo bet santet gant ar skipailh saoz warlene sur a-walc'h. Goude seizh bloaz didrec'h eo bet gounezet ur redadeg gant Maldonado, e Bro-Spagn, dirak Fernando Alonso. Siwazh, peurrest ar bloavezh ne oa ket ken mat. Sur eo a oa efedus ar FW34, met gant daou vlenier diskiant-prenet a oa diaesoc'h kaout disoc'hoù mat evel ma lâras Rubens Barrichello, a vlenie gant Williams e 2011. Koulskoude a oa daou vlenier mat, Maldonado a zo buan met a-wezhioù pennfollet, ha Bruno Senna ha ne oa ket ken buan met efedus hag ingal. Gant ar genlabour gant Renault e grede Frank Williams a yaje an traoù d'an tu wellañ bremaik. Siwazh evitañ eo bet kollet an daou zen a oa sellet evel e hêr, Adam Parr, aberzhet evit sioulaat Bernie Ecclestone, ha Toto Wolff, aet da vMercedes. Miret eo bet Maldonado evit ar bloaz-mañ ar pezh a zo mat, met erlec'hiet eo bet Senna (daoust d'e vilionoù) gant Valteri Bottas, a zo un den sikouret gant Wolff ha Williams abaoe pell. N'eo ket souezhus (kemeret en deus tost bep Gwener plas Senna e-barzh ar c'harr evit pleustriñ) met domaj eo chom hep kaout servijoù ar Braziliad a oa gwelloc'h eget ar pezh a soñj an dud.

Bremañ o deus c'hoant da vont pelloc'h e-kreiz ar gael evit adkavout o flas hag o daou vlenier a sikouro anezho mat a gredan. Ret eo kaout ur gerig diwar-benn Susie Wolff, ar vlenierez skos, gwreg Toto Wolff, a chomo gant Williams, hag he deus c'hoant da gaout ur super-lisañs evit redek d'ar Gwener.

Gallout a rit heuliañ Williams war twitter : @WilliamsF1Team.

AR C'HARR

FW35 gant Renault RS27, KERS gant Renault.
Diwezhatoc'h eget ar re all eo bet kinniget ar FW35, met arabat soñjal ez eus nevezioù dispar kuzhet dindan e sae. Klasel hag heñvel ouzh hini warlene a chom ar c'harr, nemet gant e fri a zo bet kuzhet e varz gant ur panell (ha memes se n'eo ket sur peogwir eo bet esaeet daou zoare fri e Barcelona e-pad an esaeoù). Ar cheñchamant brasañ avat a zo a-dreñv d'ar c'harr. Bihanaet eo bet d'ar muiañ posupl pep tra evit lakaat an aer da zont ha da vont dindan ar pontonoù, e-barzh ar skigner, sikouret gant ar gasoù tomm a ya kuit eus an zivogederez. Souezhus eo al labour graet er pezh-mañ d'ar c'harr ha sur eo eo evit prientiñ 2014 gant e geflusker bihanoc'h, met gant un turbo, ha gant e gKERS brasoc'h.

HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 1975
604 Priz Bras.
114 trec'h. 127 plas pol. 297 podium. 131 tro wellañ.
8 titl ar saverien (1981, 1986, 1987, 1992, 1993, 1994, 1996, 1997)
7 titl ar vlenierien (1980, 1982, 1987, 1992, 1993, 1996, 1997)

AR VLENIERIEN

16 PASTOR MALDONADO
Venezuela, bet ganet d'an 9 a viz Meurzh 1985.

Ur brezelour eo Maldonado, ha se a ya d'an tu mat ha d'an tu fall ivez a -wezhioù. Buan kenañ ha mat-tre er stourm tostañ eo hennezh ha den ebet ne c'hell lemel se dezhañ. Siwazh eo un tammig tomm an den hag alies e veze tapet e-barzh taolioù dispered pe droug pa oa fuloret gant unan bennak. Bet en deus gwallzarvoudoù dister (Grosjean en Aostralia, a-dreñv Alonso d'ar memes redadeg, Pérez meur a wezh) pe gwashoc'h en deus klasket ur veñjañs war unan-bennak (Hamilton e Valencia). Koulskoude eo gouest an den da virout e spered en un tu mat evel e Bro-Spagn e lec'h ma n'en deus gounezet ar redadeg, pe e fin ar bloavezh. 

Arabat gwelout nemet e gastizoù (ur bern a zo, se zo gwir), ha marteze gant skiant-prenet e sioulaio an den. Maldonado en deus talant ha war e ziskoazell emañ dazont Williams bremañ. Kavout a ra e skipailh dispar met ret eo dezhañ diskouez e c'hell degas disoc'hoù ken uhel hag a-raok da Williams evit kenderc'hel e Formulenn 1.

39 PB
1 trec'h, 1 plas pol, 1 podium.
46 poent.
Kroget gant ar F1 e 2011.
Williams (2011-2012)

______________________________
Poentoù mat : Buan, efedus, kevezus. Sioul pa vez e spered en tu mat. Gouzout a ra gounit.

Poentoù fall : Re domm pe vez e spered en tu fall. N'eo ket ingal.
______________________________

DIN-ME : Maldonado a c'hallfe dont da c'hampion ar bed, met ret eo dezhañ deskiñ e startijenn evit implijout anezhi. Ma ra an dra-se ne vo netra a c'hellje mirout anezhañ da bignat.

17 VALTTERI BOTTAS
Finland, bet ganet d'an 29 a viz Eost 1989.

Hennezh a zo eus ar c'hentañ, da Williams da nebeutañ. Erlec'hiet en deus Senna tost da bep Gwener e-pad ar bloavezh ar pezh a ziskoueze e veze echu an traoù gant ar Brazilian abred-tre. Met pa seller ouzh e zisoc'hoù e c'heller lavarout n'eo ket fall ivez. Kampion FRenault 2.0 e 2008, e kevezadegoù Europa ha NEC, 3e e F3 Euroseries e 2009, o trec'hiñ e F3 Masters Zandvoort. Memes tra e 2010, ha kampion GP3 e 2011. Ret eo gortoz evit gouzout muioc'h diwar-benn e dalant, met ne vo ket fall d'am soñj.

DERAOUAD

______________________________
Poentoù mat : Buan hag anavezout a ra traoù e-keñver an teknik, ar pezh a zo mat evit komz gant an ijinourien. Anavezout a ra e skipailh.

Poentoù fall : Deraouad, n'en doa ket redet warlene.
_______________________________

DIN-ME : Ret eo mirout ul lagad warnañ. Marteze ne vo ket dispar er penn-kentañ, met din-me a redo gwelloc'h gant skiant-prenet.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH WILLIAMS

 O sevel en-dro emañ Williams goude bloavezhioù diaes. Gant ur penn-blenier en deus redet daou vloaz dija e vo gwelloc'h ar bloaz-mañ eget warlene. Din-me a ginnigo Williams traoù brav ar bloaz-mañ ha n'on ket evit lavarout deoc'h n'on ket laouen. Williams a zo ur skipailh istorel pouezus-tre e Formulenn 1. An dra nemetañ a lak ac'hanon da vezañ chalet eo hêrezh Frank Williams. Aet eo e vignon Patrick Head kuit eus ar F1, skarzhet kuit eo bet Adam Parr gant Ecclestone, aet eo Toto Wolff da vMercedes, piv a chomo ?

Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire