![]() | ||
Evit kaout fent |
Embannet eo bet hiziv e vo skignet ar Formulenn 1 war Canal + e 2013 evit daou vlaz ouzhpenn. Etre TF1, Al-Jazeeria dre vBeinSports hag ar skinwel prevet a oa bet graet ur stourm evit kaout gwirioù ar F1 e 2013, dre ma oa bet dilezelet gant TF1 e-kreiz 2012 evit paeañ nebeutoc'h. Abaoe 20 vloaz a veze skignet kevezadeg ar Formulenn 1 war TF1, disklêriet gant Christophe Malbranque, Jacques Laffite ha Jean-Louis Moncet abaoe 2003. Lâret en deus Malbranque war twitter "Trugarez hag avel mat" o lavarout kenavo d'ar re a heulie ar F1 war TF1.
Daoust ma z'eus ur chadenn sklaer da gCanal + e vo skignet an abadennoù dieub, an abadenn ditriñ hag ar redadeg en ur mod prevet, moarvat war Canal + Sport evit an abadennoù dieub ha titriñ ha war Canal + evit ar redadeg. Embannet eo bet e vo skignet un abadenn-veur e mod sklaer a-raok ar redadeg.
Sklaer eo e vo kollet meur a arvester ha ne fell ket dezho paeañ 40€ bep miz evit ar F1, met sklaer eo ivez e vo skignet ar F1 en un doare siriusoc'h gant ar strollad Canal + eget TF1. N'eus nemet gwelout an doareoù da skignañ an abadennoù mell-droad, tennis pe golf, ha da geñveriañ ouzh doare TF1 d'ober pa z'eus ur redadeg diwezhatoc'h, pe un abadenn pouezusañ (sañset). Ouzhpenn-se, gant Canal + a zo abadennoù sportel-all ha filmoù meur ha nevez. Ret 'vo dibab met o sellout ouzh an doare sirius-tre da skignañ gant Sky Sports e Bro-Saoz e lakaan me da soñjal n'eo ket fall atav ar chadennoù prevet. Met kaer eo.
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire