Degemer mat war Formulenn Brezhoneg, ur blog nevez evit ar re a zo sot gant ar redadegoù kirri.

Keleier ar Formulenn 1 a vo kinniget war ar blog-mañ, berradurioù ar redadegoù hag an abadennoù-all, keleier diwar marc'had an treuzkasoù, ar vlenierien, ar skipailhoù h.a. h.a....

Spi em eus ho po plijadur o lenn ar blog-mañ ha marteze e c'hellfec'h reiñ un tamm skoazell !

23/02/2013

[Bloavezh 2013] Marussia-Cosworth

MARUSSIA F1 TEAM              

Unan eus an teir skipailh krouet e 2010 a chom e F1, goude disparti HRT. Adprenet gant ar saver-kirri rusian Marussia daou vloaz zo goude bezañ krouet dindan an anv Virgin a zo tremenet ganti ur goañv diaes e-keñver an arc'hant. Dre he ezhommoù he deus divizet lezel Timo Glock da vont kuit evit erlec'hiañ anezhañ gant Luiz Razia a zegas ur bern arc'hant. Dre ma zo aet kuit ivez Charles Pic (an deraouad nemetañ en deus kendalc'het gant ar F1 goude ur bloaz gant Virgin/Marussia) eo bet pedet Max Chilton dre e zisoc'hoù e GP2 hag arc'hant e dad.

Gallout a rit heuliañ Marussia war twitter : @Marussia_F1Team

AR C'HARR

MR02 gant Cosworth CA2012, KERS gant Williams.

Kenderc'hel a ra Marussia he c'henlabour gant McLaren e-keñver ar c'hastell-karr ha kinnig a ra Pat Symonds, ar rener teknik nevez, ur c'harr graet dre ur c'hwezherez e-lec'h implijout un urzhiataer nemetken.

Seblant a ra ar c'harr heñvel ouzh ur GP2, ha pell eus patrom ur F1. Gwir eo o c'harr kentañ graet dre c'hwezherez abaoe 2010 memestra.

HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 2012 (Diwar Virgin, 2010-2011)
20 Priz Bras.

AR VLENIERIEN

22 LUIZ RAZIA
 Brazil, bet ganet d'ar 4 aviz Ebrel 1989

Bez-kampion GP2 eo hennezh ha se n'eo ket netra memes ma dlee gortoz tri bloaz evit kaout an disoc'h-mañ. E vloaz kentañ e Formulenn 1 eo hennezh ha marteze ne vo ket ken mat hag en deus c'hoant da vezañ, met ret eo deskiñ buan e F1.

Diwallit, n'en deus graet esaeoù ebet e Barcelone, ha neuze ez eus reuz diwar an arc'hant a oa o tegas da Varussia. Marteze ne redo ket.

Deraouad.
 ____________________________
Poentoù mat : Gouzout a ra bleniañ. An arc'hant a zigas a lak ar skipailh da vevañ.

Pentoù fall : Ret eo dezhañ deskiñ. Spi m'eus en deus arc'hant a-walc'h evit kenderc'hel.
 ____________________________
DIN-ME : Ret eo gortoz evit gouzout ma vo mat hennezh, met ne vo ket eus ar re gentañ, sur a-walc'h.

23 MAX CHILTON
 Bro-Saoz, bet ganet d'ar 21 a viz Ebrel 1991
 
 Graet en deus e hent d'ar Formulenn 1 da drugarez da arc'hant e dad, met arabat gwelout ennañ nemet un Abedad. Graet en deus disoc'hoù mat a-walc'h goude daou pe dri bloaz e pep rummad. Echuet en deus ar GP2 4e warlene pa oa ivez blenier esaeoù e Marussia. Anavezout a ra an ti neuze ha se n'eo ket fall.

Deraouad. 
_____________________________
Poentoù mat : Gouzout a ra bleniañ, hag arc'hant en deus dre e dad. A-wezhioù ur blenier mat a-walc'h e GP2 a zeu da vezañ mat e F1. Bleniet en deus d'ar Gwener evit Marussia dija.

Poentoù fall : N'eo ket met dispar e GP2 pe e F3 memestra. Ret e vo dezhañ deskiñ buan ivez.
_____________________________
DIN-ME : Ret eo gortoz evitañ ivez. N'eo ket ur c'hampion, met marteze ez eus muioc'h ennañ eget ar pezh a c'heller gwelout.


MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH MARUSSIA

Traoù ma a zo er skipailh-mañ, se zo sur. Hep KERS, gant ur c'harr graet dre urzhiataer ha ne oa ket kevezus tamm ebet he deus tapet 10vet plas ar gevezadeg ouzh Caterham e-pad pell. Siwazh eo bet kollet ganti d'ar Priz Bras diwezhañ ha se zo kaoz disparti Timo Glock, a oa ur blenier eus ar c'hentañ. Gant daou zeraouad ne vo ket ar memes tra. Marteze e c'hellont mont da glask Caterham met dipant a ra eus he blenierien, hag aze emañ an dalc'h.

Skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire