Degemer mat war Formulenn Brezhoneg, ur blog nevez evit ar re a zo sot gant ar redadegoù kirri.

Keleier ar Formulenn 1 a vo kinniget war ar blog-mañ, berradurioù ar redadegoù hag an abadennoù-all, keleier diwar marc'had an treuzkasoù, ar vlenierien, ar skipailhoù h.a. h.a....

Spi em eus ho po plijadur o lenn ar blog-mañ ha marteze e c'hellfec'h reiñ un tamm skoazell !

14/03/2013

[Bloavezh 2013] Ferrari

SCUDERIA FERRARI

Piv a grede e vije echuet bloavezh Ferrari gant eil plas ar gevezadeg warlene e-pad an esaeoù ? Koulskoude eo disoc'h ar skipailh italianat goude ur bloavezh o labourat start sikouret gant Fernando Alonso a zo bet remerket e gasadenn evel morse. Daou gudenn en doa Ferrari etre 2009 ha 2011. Re virour a oa he ijinourien ha kudennoù zo bet gant he drevezer ne roe ket ar memes disoc'hoù hag e gwirionez. Ar gudenn gentañ zo bet reizhet warlene gant ur c'harr kalonus ha ne oa ket kevezus tamm ebet avat siwazh. Met ul labour spontus zo bet graet warnañ evit sikour Alonso en doa bleniet en e live uhelañ hag a oa e penn ar gevezadeg e kreiz an hañv. Siwazh, an eil kudenn ha daou zilez war gwallzarvoud a lakaas chañsoù Alonso da vezañ kampion da vont da get.

Met ar bloaz-mañ e vo un afer-all. Seblant a ra kevezus ar c'harr ha sikouret e vo Alonso gant Massa en deus adkavout fiziañs ennañ ha spi bras o deus Luca di Montezemolo ha Stefano Dominicali da stourm mat evit an daou gevezadeg.

Gallout a rit heuliañ Ferrari war twitter aze : @InsideFerrari

AR C'HARR

F138 gant Ferrari 056, KERS

Emdroadur karr warlene eo ar F138, ur c'harr a oa diaes da gompren da gentañ, met gant ur c'halloudezh vras. Miret eo bet an doare tirenn da sevel ar c'hiber ha bihanaet eo bet ar pontonoù. Dindan ar fri ez eus bet kuzhet un tunnel evit lakaat an aer da ziskregiñ dindan ar c'harr, un dra a ra vat dezhañ. Ijinet eo bet ar c'harr dre zrevezer Toyota hag a zo unan eus ar wellañ, ha seblant a ra mat an dataoù etre ar riboul hag an urzhiataer.


HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 1950.
851 PB.
219 trec'h, 207 plas pol, 668 podiom, 227 tro wellañ.
16 titl ar saverien (1961, 1964, 1975, 1976, 1977, 1979, 1982, 1983, 1999, 2000, 2001, 2002, 2003, 2004, 2007, 2008)
15 titl ar vlenierien (1952, 1953, 1956, 1958, 1961, 1964, 1975, 1977, 1979, 2000, 2001, 2002, 2003, 2004, 2007)

AR VLENIERIEN

3 FERNANDO ALONSO
Spagn, bet ganet d'an 29 a viz Gouere 1981.

Marteze ar blenier gwellañ a red e Formulenn 1, daoust ma n'en deus ket kemment a ditl a zo da Vettel. E vloavezh 2012 a zo bet gourc'hemennet gant an holl ha gwir eo e ranke kaout ur galon vras meurbet evit ober ar pezh a zo bet graet gantañ. Ul labour spontus a zo bet warnañ abaoe e ditloù e 2005 ha 2006 ha bremañ eo ur penn-skipailh eus ar re wellañ, a oar penaos lakaat an dud da labourat evit ur pal : an titl. Goude daou zegouezh manket gant Ferrari en deus c'hoant moarvat gounit ar bloaz-mañ evel biskoazh n'en doa c'hoant.

197 PB.
KAMPION BED (2005, 2006)
30 trec'h, 22 plas pol, 86 podiom, 19 tro wellañ.
1364 poent.
Kroget gant ar F1 e 2001.
Minardi (2001)
Renault (2003-2006)
McLaren (2007)
Renault (2008-2009)
Ferrari (2010-2012)
_______________________________________________
Poentoù mat : Ur blenier mat-kenañ e pep danvez, penn skipailh-kenañ. Bevañ a ra e skipailh.

Poentoù fall : penn-kalet, kollet daou ditl gant Ferrari
_______________________________________________

DIN-ME : Amañ e vo, evel pep bloavezh. Un trede titl a vefe mat peogwir a dalv se e dalant.

4 FELIPE MASSA
Brazil, bet ganet d'ar 25 a viz Ebrel 1981.

 An hini en deus tost gounezet titl 2008 a zeu eus pell. E neblec'h e oa goude e wallzarvoud e 2009, trec'het spontus gant Alonso, e kreiz ar gael e 2012. Met e fin ar bloavezh en deus graet berzh adarre ha meritout a ra e gador e 2013. Petra 'vo graet neuze ? Kudennoù adarre pe trec'hiñ adarre ?

172 PB
11 trec'h, 15 plas pol, 35 podiom, 14 tro wellañ.
704 poent.
Kroget gant ar F1 e 2002.
Sauber (2002)
Sauber (2004-2005)
Ferrari (2006-2012)

________________________________________________
Poentoù mat : Buan, speredek, fiziañs ennañ en-dro.

Poentoù fall : Gwan e spered. Alonso en e gichen.
________________________________________________

DIN-ME : Ma c'hall bezañ Massa hini 2008 a c'hall ober berzh er bloaz-mañ, hep bezañ ken mat hag Alonso sur a-walc'h. Met dija vo brav.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH FERRARI

An holl traoù zo prientet evit gwelout Ferrari gounit, nemet ma vije faziet c'hoazh ar skipailh gant dataoù an urzhiataer. Met gwir, ur bloavezh ouzhpenn gant un titl kollet a raje droug d'an darempred etre Alonso hag e skipailh.

Holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire