Degemer mat war Formulenn Brezhoneg, ur blog nevez evit ar re a zo sot gant ar redadegoù kirri.

Keleier ar Formulenn 1 a vo kinniget war ar blog-mañ, berradurioù ar redadegoù hag an abadennoù-all, keleier diwar marc'had an treuzkasoù, ar vlenierien, ar skipailhoù h.a. h.a....

Spi em eus ho po plijadur o lenn ar blog-mañ ha marteze e c'hellfec'h reiñ un tamm skoazell !

10/03/2013

[Bloavezh 2013] Mercedes

MERCEDES AMG

Piv en dije soñjet e fin 2009 e vije aet Mercedes d'ur stad ken fall tri vloaz war-lerc'h, pa oa adprenet ganti Brawn GP he doa gouenezet an daou ditl d'ar mare-se. Gant pomp a oa bet diskleriet diviz Mercedes da zistreiñ e F1 gant he skipailh, gant Nico Rosberg ha dreist-holl ar seizh gwezh kampion Michael Schumacher, goude e leve kentañ abaoe 2006. Tri bloaz war-lerc'h n'eo ket gwall vat an disoc'hoù. Un trec'h nemetken gant Nico Rosberg warlene. Netra a-raok. Koulskoude e c'hellomp lavarout a yae falloc'h ar bloaz-mañ peogwir eo bet tremenet Mercedes gant Lotus er gevezadeg. Kerse a oa disto Michael Schumacher, met n'eo ket e faot penn-da-benn. Evel just ne oa ket ken kevezus hag a-raok e-pad an daou vloaz kentañ met tamm ha tamm a yae buanoc'h eget Rosberg. Din-me e vije bet trec'het Rosberg gantañ ma ne vije ket bet e gudennoù. Meur a wezh en doa bet kudennoù gant e garr hag a-wezhioù en doa bet gwallzarvoudoù ne oant ket en e abeg. Ha memes pa en doa graet an amzer wellañ e-pad un abadenn ditriñ (Monako) n'en doa ket bet ar plas pol en abeg d'ur c'hastiz (a oa marteze dister).

Neuze eo bet dibabet evit ar bloaz-mañ cheñch meur a dra evit mont war-raok. Niki Lauda a zo deuet da vezañ penn dioberiant (sañset) Mercedes pa ya Norbert Haug, rener istorel Mercedes Motorsports war e leve (un doare sioul da skarzhañ kuit un den). Aet e Mercedes da gerc'hat Toto Wolff, kevranner Williams, da zont da vezañ rener ha kevranner Mercedes AMG. Memes Ross Brawn, ar rener teknikel, a vo pellaat moarvat, peogwir a yelo Paddy Lowe kuit eus McLaren da vMercedes. Evit ar vlenierien n'eo ket bet cheñchet pep tra peogwir a chom Nico Rosberg, met Lewis Hamilton a erlec'h Schumacher, ar pezh a zo un taol vat gant Mercedes ouzh McLaren a zo deuet tamm-pe-damm (en doare kuzhet, met anat) he enebour. Pal Mercedes eo adkavout he flas gwir e-kreiz ar skipailhoù gwellañ (dirak an holl a gredan eo o soñj), dindan lagad amgredig Dieter Zetsche, pennrener Mercedes-Benz, a zo prest da werzhañ ar skipailh goude ur vloaz fall ouzhpenn (pe da adanviñ anezhi AMG evit kuzhat Mercedes un tammig).

Gallout a rit heuliañ Mercedes war twitter aze : @MercedesAMGF1

AR C'HARR

W04 gant Mercedes-Benz F0108X gant KERS

 Ma, evit ar sell kentañ n'eo ket gwall zisheñvel karr nevez Mercedes ouzh hini warlene. Damguzhet eo bet ar fri tamm-pe-damm, askelligoù a zo bet ouzhpennet war ar pontoù. Koulskoude ez eus bet moarvat ul labour ouzhpenn peogwir e seblant kevesusoc'h ar c'harr ar vloaz-mañ. Emichañs eo bet reizhet kudennoù warlene e-keñver tommañ ar bandennoù-rod met marteze eo ur c'harr a c'hellfe sikour Hamilton da drec'hiñ ar vloaz-mañ.

Daoust ma zo Ross Braw ar rener pennañ eo bet sinet ar W04 gant un toullad ijinourien e-touesk Bob Bell (ez-Renault), Aldo Costa (ez-Ferrari). Aet eo Loïc Bigeois da Ferrari.

HE DISOC'HOÙ

Krouidigezh : 1954 [1954-1955][2010-2012]
70 Priz Bras
10 trec'h, 9 plas pol,  23 podium, 12 tro wellañ
2 ditl ar vlenierien (1954, 1955).

AR VLENIERIEN

9 NICO ROSBERG
Alamagn, bet ganet d'ar 27 a viz Even 1985.

Spi peurbad a c'hallfe bezañ e eil anv. Kampion 2005 e GP2 eo aet d'ar F1 gant Williams e 2006. Abaoe ar mare-se eo diskouezet hennezh evel kampion an dazont, met daoust hag-eñ gwir ? Tremenet en deus pevar bloaz gant Williams o trec'hiñ e genskipailherien gwir eo (met ar re-se a oa Mark Webber, Alexander Wurz stumm kozh ha Kazuki Nakajima, n'int ket Fernando Alonso, Sebastian Vettel pe Lewis Hamilton, setu...) hag o vank un degouezh da vont da vMcLaren. Aet da vMercedes ha gwir eo en deus trec'het Michael Schumacher (distroet goude 3 vloaz hep kevezadeg) met tamm ha tamm e yae Schumacher buanoc'h egetañ. Ur gwir arnodenn e vo gant Lewis Hamilton. Dezhañ-eñ da brouiñ d'an holl dud a dalv gwelloc'h eget un trec'h nemetken.

128 PB
1 trec'h, 1 plas pol, 7 podium, 4 zro wellañ.
399 poent.
Kroget gant ar F1 e 2006.
Williams (2006-2009)
Mercedes (2010-2012).

______________________________________
Poentoù mat : Kevezus ha buan. Ren a ra mat e redadegoù. Gouzout a ra tremen. Skiant-prenet.

Poentoù fall : Petra a raio gant Hamilton war e lerc'h ? Buan ya, met kampion ?
______________________________________

DIN-ME : Ret eo dezhañ diskouez muioc'h ar vloaz-mañ peogwir gant Hamilton, a oar lakaat ur skipailh en e c'hodell, ne vo ket ken aes ha gant Schumacher en doa c'hoant nemet kaout plijadur. Gallout a ra diskouez traoù mat din-me, met n'emañ er memes live hag Hamilton.

10 LEWIS HAMILTON
Bro-Saoz, bet ganet d'ar 7 a viz Genver 1985

Hennezh eo ur blenier eus ar re wellañ. Marteze an eil hini gwellañ a-dreñv Alonso. A-du-all eo heñvel-tre an daou vlenier-se ouzh an eil d'egile. Ha pebezh dae ! Kresket en deus e McLaren abaoe e 12 vloaz ha bremañ en deus divizet hag-eñ e c'hell gounit en ul lec'h-all, hag-eñ eo gouest da sevel ur skipailh war e dro evel Schumacher gant Ferrari e 1996. Din-me eo un dra vat diviz Hamilton, evitañ hag evit Mercedes. Marteze ne vo ket splann er bloavezh kentañ met kas a raio Hamilton Mercedes war-raok gant e nerzh ha se zo mat. Diwallit e 2014 !

110 PB
KAMPION BED (2008)
21 trec'h, 26 plas pol, 49 podium, 12 tro wellañ.
913 poent.
Kroget gant ar F1 e 2007.
McLaren (2007-2012)

_____________________________________
Poentoù mat : Buan, kevezus, speredek, sec'hed gant an trec'h, gouzout a ra dastum ur skipailh war e dro. Skiant-prenet. Un dae evitañ.

Poentoù fall : Marteze gwan e-keñver ar spered a-wezhioù, gant an traoù personel. Pep tra da adsevel.
______________________________________

DIN-ME : Diwallit, Hamilton a souezho meur a hini ar bloaz-mañ. Neblec'h a oa Mercedes warlene, met ar vloaz-mañ, gantañ, n'eo ket ar memes tra.

MA ALI DIWAR-BENN BLOAVEZH MERCEDES

Ret eo kontañ war Mercedes e-pad 2013 din-me. Ne vo ket gounezet pep Priz Bras ganto evel just met seblant a ra gwelloc'h ar c'harr hag Hamilton a zo eus ar gouenn a oar gounit gant un traktour.

Holl-skeudennoù tapet digant Motorsports Nextgen Auto.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire