Degemer mat war Formulenn Brezhoneg, ur blog nevez evit ar re a zo sot gant ar redadegoù kirri.

Keleier ar Formulenn 1 a vo kinniget war ar blog-mañ, berradurioù ar redadegoù hag an abadennoù-all, keleier diwar marc'had an treuzkasoù, ar vlenierien, ar skipailhoù h.a. h.a....

Spi em eus ho po plijadur o lenn ar blog-mañ ha marteze e c'hellfec'h reiñ un tamm skoazell !

23/09/2012

Degemer mat !

Disparti Priz Bras Italia 2012
 Kregiñ gant un dra nevez a zo atav iskis met reiñ a ra kalz plijadur.

Kalz plijadur am eus evit gwir kinnig ur blog nevez e brezhoneg, war un danvez ne oa ket bet graet alies a-raok, ar redadegoù kirri hag ar Formulenn 1 dreist-holl. Lâret e veze e oa ar brezhoneg ur yezh kozh evel ar bed, met din-me eo ur yezh yaouank evel ur babig peogwir ez eus kalz traoù da ijinañ, da gontañ evit ar wech kentañ, ha kalz traoù da gavout evit kenderc'hel kaout ur yezh modern ha startijenn ganti. Hag evit kaout startijenn e rank an dud komz diwar an traoù int zo ganto.


Sot on gant ar redadegoù kirri abaoe ma bugaleaj. Ma Friz Bras kentañ a oa hini Breizh-Veur 1999, hini gwallzarvoud grevus Michael Schumacher. Goude ur c'hrog start evel hennez em eus dizoloet tamm ha tamm ar Formulenn 1 e-pad an daou vloavezh war-lerc'h hag  abaoe ar mare-se n'hallan ket mont da besketa Disul paz eus ur Priz Bras. Heuliet em eus bloavezhioù o vestroni Michael Schumacher war Ferrari, gwelet em eus Fernando Alonso gounit e daou ditl, ha goude-se stourmoù Kimi Räikkönen, Lewis Hamilton, Jenson Button, Sebastian Vettel, Mark Webber evit an titloù. C'hoant am boa kenderc'hel sellout ouzh ar Prizioù Bras evel just, met c'hoant am boa ivez komz diwar ar F1.


Abaoe 2010 e teskan brezhoneg er Skol-Veur. En Aotreegezh 3 emaon bremañ met kenderc'hel a ran teskiñ ha pleustriñ war ar yezh. Skrivañ a ran un tammig war wikipedia e brezhoneg, dreist-holl diwar ar Formulenn 1 hag ar blog-mañ a zo un tammig evit kenderc'hel al labour-se en un doare-all. Peogwir emaon c'hoazh o teskiñ e tegemerin ar reizhadennoù a c'hallfe dont war ar yezh gant plijadur.

Poent eo din echuiñ an destenn-mañ ha kregiñ gant an danvez evit gwir....


Trugarez deoc'h evit lenn ha mar plij kredit lakaat notennoù e traoñ ar pennadaoù !



Holl skeudennoù tapet diwar Motorsport Nextgen Auto.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire