![]() |
Sergio Pérez gant Niki Lauda war podium Italia |
Disklêriet e oa bet gant McLaren Gwener d'an 28 a viz Gwengolo e vlenio ar Mec'hikan Sergio Pérez evit ar skipailh Saoz a-benn 2013 ha "bloavezhioù war-lec'h" ar pezh n'eo ket bet sklaeriet na gant McLaren na gant Pérez.
"Evurus on rak sinet em eus gant McLaren" a lâre Pérez. "Unan eus ar skipailhoù meurañ e Formulenn 1 eo McLaren. Abaoe 40 bloaz e huñvre ar vlenierien bleniañ evitañ un deiz bennak hag un enor bras a zo roet din blenien e-kichen Jenson Button e 2013."
"E-pad ar bloavezh-mañ (2012) em eus klasket diskouez ma zalant, o chom avat munut hag oc'h en em dolpiñ war ar pezh e oan oc'h ober. C'hoant am eus da drugarekaat Peter Sauber ha pep ezel skipailh Sauber evit o fiziañs ennon hag evit kaout roet din ur chañs e F1." a lâr ouzhpenn.
Diskouez a ra ar c'heleier-se a zo Hamilton dindan mont da vMercedes evit erlec'hiañ Michael Schumacher a zeuio da vezañ rener sportel marteze, ar pezh a oa bet soñjet e-barzh meur a dud miz zo. Sauber en deus marteze kavet ur blenier evit erlec'hiañ Pérez gant Alguersuari, a lâre ur sizhun zo a oa bet kavet ur plas e-barzh ur skipailh "a ra berzh o kaout poentoù alies". An dibab-se ne vo ket fall emichañs peogwir en doa esaeet Alguersuari bandennoù-rod nevez evit 2013 e-pad ar bloavezh-mañ.
Mammenn ha skeudenn tapet gant Motorsport Nextgen Auto.
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire