Degemer mat war Formulenn Brezhoneg, ur blog nevez evit ar re a zo sot gant ar redadegoù kirri.

Keleier ar Formulenn 1 a vo kinniget war ar blog-mañ, berradurioù ar redadegoù hag an abadennoù-all, keleier diwar marc'had an treuzkasoù, ar vlenierien, ar skipailhoù h.a. h.a....

Spi em eus ho po plijadur o lenn ar blog-mañ ha marteze e c'hellfec'h reiñ un tamm skoazell !

24/09/2012

Vettel oc'h en em adlañsañ (Priz Bras Singapour 2012)

Mirout a ra Alonso penn ar gevezadeg.
  Priz Bras Singapour a zo unan eus ar redadegoù Formulenn 1 dedennañ, hag unan a sav tabutoù ar muiañ. Priz Bras noz nemetañ, gwelet e vez gant ul lodenn evel Priz Bras bravañ, ha gant ul lodenn all evel ur gwalleur ekologel grevus (ar re-se a sell ouzh ar Formulenn 1 evel ur gudenn ekologel dija). Dresit-holl eo ar Priz Bras-se skouer un doare nevez da aozañ redadegoù F1 deuet gant Bernie Ecclestone, rener Formula One Management, a ren armerzh ar Formulenn 1, hag a sell ouzh ar F1 evel ur sport-arvest. Emgav nevez ar re vrudet eo deuet da vezañ Singapour, gant Monako, met ur redadeg a oa ivez.



Sebastian Vettel dirak Jenson Button.
  Daoust ma oa bet mestroniet da gentañ gant Lewis Hamilton (McLaren-Mercedes) a oa bet gounezet ar redadeg gant Sebastian Vettel (Red Bull-Renault) Disul d'ar 23 a viz Gwengolo. Jenson Button (McLaren-Mercedes) ha Fernando Alonso (Ferrari) a ya war ar podium e-kichen Vettel. Paul di Resta, ar Skosiz, a ra e zisoc'h gwellañ e Formulenn 1 o echuiñ 4e gant e Force India-Mercedes. Nico Rosberg (Mercedes) a echu 5vet, heuliet gant Lotusoù-Renault Kimi Räikkönen ha Romain Grosjean. Felipe Massa (Ferrari) n'en doa ket titret mat an deiz a-raok met echuiñ a ra 8vet, dirak Daniel Ricciardo (Toro Rosso-Ferrari) ha Sergio Pérez (Sauber-Ferrari). Merket a oa bet ar redadeg gant 5 dilezel, abalamour da wallzarvoudoù pe da gudennoù mekanik peogwir eo start-tre troiad kêr Singapour evit an dud hag ar kirri.

Diverradenn ar redadeg

Alies e vez start disparti Singapour.

  Kroget mat a oa ar redadeg gant Lewis Hamilton, en doa graet ar plas pol Disadorn dirak Pastor Maldonado (Williams-Renault) ha Sebastian Vettel. Un disparti fur a zo bet graet gant an holl, dreist-holl gant Pastor Maldonado (ken fur a zo bet kollet un nebeud plasoù gantañ) ha gant Romain Grosjean (Lotus-Renault). An daou zen-se a oa bet remerket dija evit o disparti kalet ha dañjerus, hag an hini diwezhañ a oa bet zoken kastizet gant ur Priz Bras skarzhañ kuit evit ar gwallzarvoud en deus graet e Bro-Velgia, daou redadeg a-raok. Kemera ra Hamilton penn ar redadeg diouzhtu dirak Vettel, Button, Maldonado hag Alonso.
Rankout a ra McLaren adwelout e girri evit redadeg Bro-Japan.
 
  An traoù avat n'int ket peurbadelezh er sportoù, ha ma oa Hamilton e penn ar jeu e Monza, en Italia, div sizhun a-raok, n'eo ket mui e Singapour. Ur gudenn boest al lizhiri a laka anezhañ da welout ar redadeg war skramm McLaren. Kemer a ra neuze Vettel penn ar redadeg, betek donedigezh karr ar savete war an troiad en abeg da wallzarvoud Narain Karthikeyan (HRT-Cosworth) en doa distrujet e garr war ar reilh.

Gwallzarvoud Jean-Eric Vergne ha Michael Schumacher
  Tost an holl blenierien e penn ar jeu a ya d'ar standoù evit cheñch o bandennoù-rod, nemet Alonso, a ya war ar podium en trede blas. Chom a ra karr ar savete e-pad pell, amzer awalc'h evit lakaat Williams da welout kudenn sistem dre-zour karr Maldonado a rank dilezel ar redadeg. N'eus amzer ebet da brofitañ disparti karr ar savete peogwir eo surprenet Michael Schumacher (Mercedes) gant e starderez ha skeiñ a ra e-barzh karr Jean-Eric Vergne (Toro Rosso-Ferrari) ha neuze e tistro karr ar savete evit ur mareig ouzhpenn.

  Adlañset eo bet ar redadeg evit gwir evit gwelout ar gall Romain Grosjean lezel e blas d'e genskipailher ar finlandiz Kimi Räikkönen, a zo e trede blas ar gevezadeg. Stourmoù fall a zo etre Sergio Pérez, Kamui Kobayashi (Sauber-Ferrari), Nico Hülkenberg (Force India-Mercedes) ha Mark Webber (Red Bull-Renault). E-barzh an daou Sauber a sko Hülkenberg o tistrujañ e askell dirak.

Dibalet en deus Mark Webber er-maez an troiad, ar pezh a zo arabat.
  Gounit a ra neuze Vettel e redadeg kentañ abaoe miz Ebrel, e eil hini er bloavezh-mañ, o adkemer 10 poent da Alonso a chom e penn ar gevezadeg, 29 poent a-raok Vettel.

Dre chañs en deus gounezet Vettel ar wech-mañ
Buan ha buan....

RED BULL-RENAULT
Ur redadeg mat evit Red Bull daoust ma na ra ket Webber ken mat ha Vettel. Buan eo ar c'harr, koulskoude eo ar skipailh-se un tammig nec'het gant kudennoù teknikel war ar c'heflusker. E penn kevezadeg ar saverien emañ kalz dirak McLaren, ha d'am soñj ne vot ket tu dilojañ anezho eus ar plas-se.
Sebastian Vettel (1) : Ur redadeg o c'hortoz da gentañ, gant un disparti mat a lakae anezhañ en Eil blas o kemer plas Maldonado. Gwir n'eo deuet Vettel da vezañ trec'hour nemet gant dilezel Hamilton, met gwir eo ivez e oa buanoc'h eget ar re-all e eil lodenn ar redadeg. An trec'h se a ra vat da Vettel hag adlañset eo evit dont da vezañ marteze Kampion bed evit en trede wech.
Mark Webber (11) : Diaesoc'h e oa an traoù evit an Aostralian. E zisparti ne oa ket mat ha n'en deus ket graet berzh evit bezañ tost ouzh ar re wellañ. Koulskoude en deus roet Webber deomp arvest mat o stourm gant ar re all, hag a wechoù gant askelloù torret, hag ivez un dibal er-maez ar reolennoù, kastizet gant 20 eilen muiet d'e amzer redadeg.

McLAREN-MERCEDES
Sur eo, buan-tre eo ar MP4-27, pol Hamilton a ro un testeni mat diwar-benn kevezusted karr Woking, ar pezh avat a zo torr-penn evit tud Martin Whitmarsh a zo n'eo ket fiziapl ar kirri. Dilezelet en doa Button ar redadeg en Italia abalamour d'ur gudenn blomenn strilheoul, hag e Singapour e rankout Hamilton dilezel en abeg d'ur gudenn voest al lizhiri. Aze emañ an dalc'h evit McLaren evit kaout titl ar vlenierien ha titl ar saverien.
Jenson Button (2) : N'eo ket ken buan Button hag Hamilton, met pa ya mat an traoù emañ aze atav. Ur wech all e brou Button e c'hell reiñ sikour da VcLaren pa ne ya ket an traoù en-dro. Kemer a ra eil blas ar Priz Bras goude ur redadeg a-dreñv Vettel hep bezañ laosket pell war e lec'h. Lâret en deus e tilezele e huñvreoù titl ar vlenierien evit sikour Hamilton.
Lewis Hamilton (D) : Goude Priz Bras Italia eo teu an dour da vezañ euzhus evit ar Saoz. Daoust ma en doa graet ar plas pol Disadorn en deus ranket dilezel ur redadeg e lec'h ma oa e penn adalek an disparti. E voest al lizhiri he deus treitouret anezhañ ha diaesoc'h eo an traoù evit ar gevezadeg.

FERRARI
Ur redadeg diaesoc'h evit ar Scuderia, e-keñver Priz Bras Italia. Ne oa ket ken kevezus ar c'harr, ha ne oa ket tu da gaout gwelloc'h eget ur pempvet plas war ar gael. E-pad ar redadeg, ur strategiezh mat ha labour Alonso o deus graet berzh met rankout a ra ar skipailh gwellaat ar c'harr ma en deus c'hoant da dapout titl ar vlenierien.
Fernando Alonso (3) : Gant poan a oa bet tapet ar podium-se gant Alonso, a seblante atav laosket war-lec'h ar re all hep gouzout penaos adtapout anezho. Da drugarez da zilezeloù Maldonado hag Hamilton, met gourdrouzet gant Di Resta, a chom Alonso 29 poent dirak Vettel, o kemer 15 poent da Hamilton ar pezh n'eo ket fall a-raok Priz Bras Japan e lec'h ma vije bezañ ar Ferrari gwelloc'h.
Felipe Massa (8)  : Ar Brazilian a seblante gwelloc'h ar redadegoù diwezhañ gant ur c'harr kevezus met evel just a oa diaesoc'h an traoù e Singapour. Chomet eo Massa e Q2 (Qualifying 2, eil lodenn an abadenn titriñ) met echuet en deus e-barzh ar poentoù ar pezh n'eo ket fall. Un dra marteze a ziskouez pe poan Massa evit bezañ kevezus, pe e galon, eo e zibal war Senna. Massa en doa troc'het un tammig ur gornplegenn ar pezh ar roe dezhañ muioc'h a dizh met ne oa ket tu da zibalañ goude-se peogwir e oa ken strizh an troiad. Aet eo Massa d'ar stourm n'eus forzh penaos, o vakañ ar gwallzarvoud war nebeud, met graet eo oa bet an dibal. Ne oa netra da gastiz met marteze ur berz bihan a vije mat evit Massa.

MERCEDES
Evel boaz en deus graet Mercedes AMG redadegoù "kuzhet", didrouz, met gant poentoù a-benn ar fin. Daoust e drec'h e penn kentañ ar bloavezh a denn 2012 ouzh 2011 ha 2010, ur c'harr gwelloc'h eget re ar skipailhoù bihan met nebeutoc'h mat eget an "top teams".
Michael Schumacher (D) : Petra a c'hoarvez da Vichael Schumacher pa ya e Singapour, setu ur goulenn mat ! Tri bloavezh, tri gwallzarvoud ! Disul en doa skoet e-barzh Jean-Eric Vergne goude hantererezh karr ar savete, en abeg d'e starderezioù yen. Kastizet eo bet evit redadeg Suzuka gant 10 plas war ar gael.
Nico Rosberg (5)  : N'eo ket Rosberg ar c'hampion dispar a oa bet gwerzhet e 2005 pa oa kampion GP2, dre sur, koulskoude a ra redadegoù didrouz gant poentoù er fin, evel honnezh.

LOTUS-RENAULT
Kollet eo bet amzer gant Lotus evit labourat war e zDRS-doubl ha neuze en doa kollet ar c'harr e gevesusted. Abalamour da se eo bet tapet ar poentoù gant an daou vlenier, hep bezañ e penn ar jeu koulskoude. Ret eo gwellaat ar c'harr ma o deus c'hoant da gemer plas Ferrari en trede blas (evel ma lâret Eric Boullier) hag evit stourm evit an titl evit Räikkönen.
Kimi Räikkönen (6) : Graet en deus Räikkönen e Gimi. Ne oa ket mat-tre an abadenn ditriñ met echu a ra mat Räikkönen e redadegoù ha neuze e echu 6vet ar wezh-mañ. Mirout a ra chañsoù evit bezañ titlet e fin ar bloavezh, met hep trec'h e vo diaes an traoù evitañ.
Romain Grosjean (7) : Grosjean a oa eveshaet an dibenn-sizhun-mañ en abeg d'e gastiz. Ur redadeg a-dreñv moger ar standoù a ranker tremen Grosjean e Monza abalamour d'e wallzarvoud e Spa. Fur a oa e redadeg ar wezh-mañ ha sur eo (ha n'eo ket marteze) e adkavo Grosjean e live gwir ar redadegoù war-lec'h, furoc'h avat. Graet en deus ivez ouzh c'hoarioù e skipailh o lezel Räikkönen tremen evit ar 6vet plas, hag ar pezh-se a ziskouez e vicheregezh.

FORCE INDIA-MERCEDES
Evel boaz a ra Force India un eil lodenn ar bloavezh gwelloc'h eget an hini kentañ. Gant daou blenier yaouank met kevezus-tre a ya mat an traoù evit ar skipailh indianat daoust ma vo bet kollet gantañ e 6vet plas er gevezadeg evit Sauber.
Paul di Resta (4) : E zisoc'h gwellañ e Formulenn 1 eo hennezh. Ar Skosat en deus graet ur redadeg mat ha fur war-lec'h Alonso ha Di Resta a c'hellje bezañ dañjerus evit blenier ar Scuderia zoken. Lâret en deus ivez a oa tu d'ober ur podium hep kudennoù harzoù er standoù, dre ma oa harpet gant Rosberg e-pad ur mareig.
Nico Hülkenberg (14) : Daoust ma'z eo  ken talentet an Alaman hag ar Skosat n'en deus ket graet Hülkenberg memes berzh. Ur redadeg mat en deus graet betek ar fin, met tapet e oa bet e-barzh stourmoù blenierien Sauber ha Mark Webber, ha kollet a oa bet e askell ganto. A-benn ar fin eo domaj evitañ peogwir e verite gwelloc'h.

SAUBER-FERRARI
Traoù a cheñch re vuan e Formulenn 1 a-wechoù. Dindan gouloù a oa Sauber en Italia gant podium Pérez ha gant poan eo bet tapet ar poentoù ar wezh-mañ (ha da drugarez da gastiz Webber). Emichañs e vo kevezusoc'h ar c'harr e Bro-Japan hag evit ar redadegoù war-lec'h.
Kamui Kobayashi (13) : Poan en deus Kobayashi ar bloavezh-mañ. Ur redadeg a-dreñv en deus graet ur wezh ouzhpenn, gant poentoù er fin avat, met tapet a oa bet e-barzh darvezetoù Webber, Hülkenberg ha Pérez ha kollet a oa bet ar poentoù ganin.
Sergio Pérez (10)  : Ur redadeg heñvel ouzh hini Kobayashi gant hennezh, gant ur strategiezh bandennoù-rod ne oa ket aet en dro. Tapet ivez e-barzh darvezetoù Webber, Hülkenberg a oa, met kemer a ra ur poent dre gastiz Webber.

Da vezañ kendalc'het....


An holl skeudennoù tapet digant Motorsport Nextgen Auto.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire